Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Guernica (Picasso)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Lec'hiet eo e mirdi ar rouanez Sofia e Madrid abaoe 1981.

Guernica zo unan eus brudetañ oberennoù al livour spagnol Pablo Picasso. Graet e voe war-lerc'h bombezadeg kêr Gernika, d'ar 26 a viz Ebrel 1937, pa grogas brezel Spagn. Gant kirri-nij al Luftwaffe, bet galvet a-hervez gant ar jeneral spagnol Franco, e voe bombezet Gernika e-pad 4 eurvezh ha distrujet kement savadur a oa betek 10 kilometr war-dro. War al lien eo bet livet euzhadennoù ar brezel hag ar gonnar a verve e Picasso da-heul an darvoud. Graet e voe gant an arzour adalek ar 1añ a viz Mae 1937 e Pariz, war c'houlenn ar gouarnamant republikan spagnol , evit bezañ diskouezet d'ar 25 a viz Mae e pavilion Spagn da vare an Diskouezadeg Veur e Pariz e 1937. Dindan nebeutoc'h eget miz e voe graet eta. Lec'hiet eo an daolenn e mirdi ar rouanez Sofia e Madrid abaoe 1981.IP86.71.95.181.

Trugarez evit ho resisadenn. Gallout a ra neb a gar (enskrivet pe get) cheñch ha gwellaat danvez ar pennadoù, dre glikañ war "kemmañ" e krec'h a-zehou.--Trec'hlid mitonet 16 Du 2011 da 12:26 (UTC)[respont]