Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Gouel Jord

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ur gudenn 'm eus gant skeudenn , 'm eus bet endev evit skeudennoù all paket war Wikipedia saoznek : ne c'haller ket o embann war Wikipedia brezhonek, evit abegoù gwirioù war a hañval. Hogen perak e c'haller o sellout war Wikepediaoù all (alamanek, katalanek...) avat ?

Meven 23 Ebr 2009 da 22:25 (UTC)[respont]

Ne oa kudenn ebet gant ar gwirioù. Renket eo bremañ.--Llydawr 24 Ebr 2009 da 06:56 (UTC)[respont]

Moarvat e vefe gwelloc'h adenvel ar pennad hag ober gant Jord (stumm nemetañ kavet e geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon, ha stumm kentañ en e c'heriadur galleg-brezhoneg) eget gant Jorj. Hogen, da vezañ kempoell, e vefe reizh neuze kemmañ an holl vennegoù da Jorj (e Roll Rieion ar Rouantelezh-Unanet (abaoe 1603), e Broadelouriezh saoz ha kement zo).

Meven 24 Ebr 2009 da 09:04 (UTC)[respont]

A-raok kemm e vije mat goulenn ali tud all. Gwell e kavan chom gant Jorj.