Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Glaouer (evn)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Peurglokaet listennad an naontek (19) genad evned a ya d'ober ar c'herentiad Apodidae, evel diskouezet e doare 9.1 IOC World Bird List d'ar 15 a viz Mezheven 2019.--Prieladkozh (kaozeal) 15 Mez 2019 da 13:40 (UTC)[respont]

[...].
Da heul Tudual Huon em eus degemeret Glaouer ['ɡlɔwər], anavezet mat e Brieg, Kast ha tro-dro, kentoc'h eget “Perou” (Favereau, Planedenn 13-14, 1983), o vezañ ma oa anezhañ un anv war un dro livus ha fraezh e-keñver ster. Ur moranv n'eo ken evel-just, nemet ez eo tre diouzh hon ezhommoù.
Daoust d'ar glaouered da dennañ kalz d'ar gwennilied diouzh ur gwel outo, n'eus kerentiezh ebet etrezo ha renket e vez an 92 spesad a ya d'ober an Apodidæ (en o mesk war-dro 28 spesad bet anvet “salanganes” e galleg) en urzhad an Apodiformes, kevret gant an Trochilidæ (ar c'holibried!), tra ma vez lakaet ar gwennilied e-touez urzhad bras ar Passeriformes.
[...].
Pêrig Herbert, hor Yezh, niv. 203 — 204, Gwengolo — Kerzu 1995, pajenn 43.--Prieladkozh (kaozeal) 15 Mez 2019 da 14:01 (UTC)[respont]
Marteze e vefe mat hizivaat ar pennadoù Cypsiurus ha Schoutedenapus ivez ?--2A01:CB08:8BB7:F100:D4AB:BEB2:E914:E5F7 25 Gen 2022 da 12:23 (UTC)[respont]