Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Geriadur lunioù Kangxi

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

ha graet e vez gant ar ger lun evit ar ger/morfemenn sinaeg 字? --Neal 4 C'hwe 2006 da 08:09 (UTC)[respont]

  • Graet em eus gant lun ha sinalun (evit sinogramme) evel m'eo bet graet gant Yann-Varc'h Thorel en e droidigezhioù diwar ar sinaeg embannet gant Skrid e 1996 : An anv dinamm, An divarvel forbannet ha fur ar varzhoniezh, pp 60-61. Diwar lun e c'haller sevel keallun (Keal + lun = idéogramme), kevlun (lun kevrennek), treslun...; diforc'het e vez gantañ al lunioù alc'hwez (pennrannoù) eus al lunioù soniad a ro distagadur ur ger --Fulup 4 C'hwe 2006 da 10:23 (UTC)[respont]
    • met me gave din e oa ret dimp doujañ d'ar pezh a zo bet embannet gant an here, tes, ofi ar berzhoneg pe aozadurioù damofisiel all ha n'eo ket alioù hiniennoù ha gant an here avat ne glot ket implij ar ger-mañ gant ar pezh a zo bet embannet gante. ne welan ket perak ez eus ezhomm ijinañ ur ger damsklaer e ster (sinaeg em eus bet studiet me ivez er skol-veur ha n'eo ket sklaer evidin-me na tamm ebet), hag ouzhpenn-se n'on ket gwall sur e klot mat ar ger lun (shape e saozneg - da lâret eo un termen a ra dave d'ar stumm nemetken) gant ar pezh a zo ur c'haraketr' er skritur sinaek - ha n'eo ket luinioù n'eus forzh peseurt grafemenn all, en o zouez lizherennoù al yezhoù a ra gant lizherennegoù? enfin, n'on ker sur na tamm ebet e vefe dereat an termen-se --Neal 4 C'hwe 2006 da 11:16 (UTC)[respont]
arouezlunioù a lennan e geriadur an Here, e geriadur Favereau ha gant Ofis ar brezhoneg. --90.32.144.110 23 Ebr 2007 da 15:40 (UTC)[respont]