Kaozeal:Geriadur
Fazioù brezhoneg hag un tamm dizampartiz zo er pennad kinniget. Kinnig a ran e erlec'hiañ gant hemañ :
Ur geriadur zo un teul dave a voder ennañ gerioù ur yezh pe meur a yezh dindan o stumm generek. Meur a seurt geriadurioù zo, hollek pe dematek, unyezhek, divyezhek pe liesyezhek. Kavet e vez ivez geriadurioù a ginnig pe stad a-vremañ ur yezh pe stadoù koshoc'h (geriadurioù istorel). Ar geriadurioù unyezhek hollek eo ar geriadurioù anavezetañ. Klask a ra ar geriadurioù-se bodañ an darn vrasañ eus ar gerioù a vez graet ganto en ur yezh ha displegañ anezho. Graet e vez penngerioù eus ar gerioù displeget en ur geriadur. Peurliesañ e vez aozet ar penngerioù-se en urzh al lizherenneg. Geriadurioù zo a ginnig ivez titouroù diwar-benn stummoù deveret pep pennger, orin ar pennger (e c'herdarzh), skeudennoù, skouerioù eus implij ar pennger en ur gendestenn yezhel ledanoc'h. Boas e vezed da embann geriadurioù e stumm ul levr pe meur a levr. Bremañ e vez kavet ivez geriadurioù elektronek a c'haller klask enno enlinenn pe adal ur skor urzhiataerezh bennak (sederom...). E 1995 e oa bet embannet ar geriadur unyezhek kentañ e brezhoneg. An eil seurt geriadurioù implijetañ eo ar geriadurioù divyezhek. Enno e klasker lakaat keñver-ha-keñver penngerioù div yezh disheñvel a-benn aesaat an tremen eus an eil yezh d'eben. Seurt geriadurioù a vez implijet dreist-holl gant deskidi ur yezh pe gant troourien. E brezhoneg ez euz un hengoun kozh-kozh a c'heriadurioù divyezhek pe liesyezhek. E 1499 e oa bet embannet ar geriadur kentañ evel-se e Breizh. Ur geriadur teiryezhek e oa, brezhoneg, latin ha galleg.
Boulc’hañ ur gaozeadenn diwar-benn Geriadur
E pajennoù kaozeal e komzer diwar-benn an tu gwellañ da aozañ endalc’h war Wikipedia. Gallout a rit boulc’hañ ur gaozeadenn nevez er bajenn-mañ evit divizout gant re all penoas gwellaat Geriadur.