Kaozeal:Ger-mell
Ne gomprenan ket ar frazenn-mañ:
Bez e c'hellont merkañ ivez ar rol a c'hoarvez un anv-kadarn ur frazenn gant ar yezhoù a implij sistem ar c'hasoù, d.s. e gresianeg (gerioù-amstrizh gourel unander nemetken):
Yun 28 Aug 2005 à 09:01 (UTC)
yezhour - yezhoniour
[kemmañ ar vammenn]Ne welan ket perak e vije graet gant yezhoniour pa 'z eus yezhour hag a zo mat ha berroc'h evit an dra. N'eus ket ezhomm eus yezhoniour evit gwir.
Ch. Rogel 28 Aug 2005 à 10:03 (UTC)
Hervez geriadur an Here ez eus arbennigourien war yezh pe yezh eus ar yezhourien, tra ma 'z eus arbennigourien war ar yezhoniezh eus ar yezhoniourien.
Yun 28 Aug 2005 à 11:22 (UTC)
Ya, gwelet am oa bet an termenadurioù-se, met ne gomprenan ket da betra e servichont. Marteze eo bet Emile Ernaut ur seurt tourist o weladenniñ ar brezhoneg (skouer roet evit yezhour) p'eo deuet bremañ yezhoniourion, tud a skiant uheloc'h : heuliañ a ran GAH, met pas evit an dra-se. Ne vez graet ur seurt diforc'h nag e galleg nag e saozneg. Ma n'eo ket tud o studian ar yezhoù tud o studiañ ar yezhoniezh, petra 'int?
Ch. Rogel 28 Aug 2005 à 18:01 (UTC)
Me soñj din e c'heller studiañ ur yezh hep deskiñ anezhi. E-giz-se e vez graet gant yezhoniourien a ya da Afrika pe da Amerika ar Su da studiañ ar yezhoù-hont. Klask a reont dud divyezhek hag ober a reont goulennoù resis war mont en-dro ar yezh a studiont. E-giz-se e c'hellont dastum titouroù war meur a yezh e berr amzer. Gwelet a rez, ne izelaan ket ar yezhour e-skoaz ar yezhoniour, er c'hontrol!
Gant an Euskariz a oa bet embannet ur skritell a oa skrivet warni: Ne vez ket studiet an euskareg, desket e vez!
Yun 29 Aug 2005 à 17:47 (UTC)
Ger-mell amstrizh
[kemmañ ar vammenn]Er pennad e kaver:
un den = un den bennaket; neus forzh piv; ne vern peseurt den
Diwar ar pezh am eus klevet ez eus kemm etre talvoudegezh ar ger-mell amstrizh brezhonek hag ar re saoznek pe c'hallek. Pa c'hell un chien daveañ d'an holl chas, da forzh peseurt ki, da ne vern peseurt ki (un chien aboie = un chien, ça aboie = les chiens aboient) gant un dalvoudegezh c'henerek, ne vefe ket memes kont e brezhoneg. Pa vez lavaret ur c'hi e vez komzet eus UR c'hi bennak ha n'hell ket bezañ an holl chas.
Setu e kinnigan tennañ ; neus forzh piv; ne vern peseurt den ha reiñ ur skouer e galleg pe e saozneg gant un dalvoudegezh c'henerek. Yun 28 Aug 2005 à 11:22 (UTC)
'un den' (pe kentoc'h 'un nen') a vez implijet e bro-dreger evit ober dave da unan bennaket (=gall. 'on')