Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Galaksienn ar Vilinig

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Hag eus pelec'h e teu ar ger "molinez" 'ta ?!--Prieladkozh (kaozeal) 28 Meu 2016 da 13:07 (UTC)[respont]

Pinwheel
 M101 = Pinwheel Galaxy, Galaxie du Moulinet, da lavaret eo... M101 e brezhoneg, 'm eus aon, betek ma vo testeniekaet  *Galaksienn ar Vilinig(-avel)  ; ar ger *molinez n'eus ket anezhañ, din da c'houzout ; gerioù brezhonek estreget "milinig" zo evit moulinet, gant meur a ster, met hini ebet anezho n'eo bet staget ouzh M101, din da c'houzout adarre.
*Malerez ne zere ket, kennebeut (ha *drailherez a c'heller lezel a-gostez ivez). Dre he stumm he deus M101 gounezet he lesanv saoznek.
M101, Messier 101 zo dereat. Arabat eo hadañ war tachenn ar steredoniezh an doare reuz a zo bet plantet en hini an evnoniezh. — Rudlamot (kaozeal) 28 Meu 2016 da 13:33 (UTC)[respont]

Malerez ? Biskoazh kemend-all !!!!!--Prieladkozh (kaozeal) 28 Meu 2016 da 13:41 (UTC)[respont]

Mil mallozh ! M101 e brezhoneg, 'm eus aon, betek ma vo testeniekaet  *Galaksienn ar Vilinig(-avel)  am boa skrivet amañ a-uc'h, ar pezh a seblante bezañ sklaer ha poellek... ha setu un eil adkas droch ! Dav e vefe lenn pizh ha prederiañ un tamm kent ober forzh petra er Wiki-mañ – pe er Wikioù all, evel-just.
Arabat eo badeziñ loen, plantenn, korf-egor, boud pe draez pa ne c'heller ket testeniekaat an anv brezhonek ; koulz eo chom gant an anv skiantel, a zo etrebroadel peurliesañ. Paouraat ar brezhoneg eo ober a hent all, pa venner e binvidikaat. An doare nemetañ da staliañ anvioù all eo embann studiadennoù skiantel ha divrall, a vefe degemeret war al live arbennik hag etrebroadel gant kumuniezh ar skiantourien, yezhoniourien en o zouez. Ma ali eo, bepred. Pet studier a yelo da glask "Galaksienn ar Vilinig" pa fello dezho kaout ditouroù e brezhoneg diwar-benn M101 ? — Rudlamot (kaozeal) 28 Meu 2016 da 14:10 (UTC)[respont]
Sed amañ dres ar pezh a oa bet lâret hag adlâret dibaouez d'an implijer Couiros22 abaoe an 30 a viz Mae 2014 pa voe kroget gant e gentañ pennad droch : Pork tenderloin sandwich ! Ne ra ket forzh avat ha ne ziskouez ket kompren e ra droug bras d'ar brezhoneg gant un emzalc'h ken mantrus. Souezhusoc'h 'zo koulskoude : petra a ra ar verourien 'ta ?!--Prieladkozh (kaozeal) 28 Meu 2016 da 14:56 (UTC)[respont]