Kaozeal:Gérard Huet (politikour)
Neuz
Mankout a ra siriusted en ho pennad "a-hervez", hervez piv? Brav e vefe gouzout!
- Brav e vije sinañ. Ur c'hemenn disin e vezer kustum da chom hep ober an disterañ van outañ. Un ali adlavaret meur a wech.
- Na 'vit se! Ar wirionez zo ganit 'hed an neudenn, paotr. Klask a rin, ha kavout a rin, rak gouzout a ran pelec'h em eus gwelet se skrivet. Hag un dra brudet eo er vro. Bianchi-Bihan 30 Gou 2009 da 17:29 (UTC)
Ya gwir eo vefe brav sinañ, tamm ha tamm e tizoloan reolennou wikipedia, bezit habask mar plij. Evit a sell ho pedadenn da evañ ur banne, trugarez vras a lavarn deoc'h, met Cayenne zo gwall bell diouzh ho pro, ha n'eo ket sur e plijfe din tremen amzer gant un den a vourr ar polemik ha pisgimañ ar geriou choazet gant ar re all. A galon memes tra. Fulub Cayenne.
- Skrivañ en un holloueziadur a vez graet gant gerioù, neuze e ranker dibab ar re wellañ. A-hend-all "e vank siriusted er pennadoù" (tost sic). A galon. Bianchi-Bihan 30 Gou 2009 da 20:50 (UTC)
A-du-kaer evit a sell an holloueziadur, ul labour a bouez hag espar a rit. Me a gomze eus mot da evañ ur banne ganeoc'h. N'eo ket sur e plijfe din bout borodet gant un den kentelius, se a felle din lavaret, tra ken. A galon ha gwellañ soñjoù. Fulub Cayenne. "sotoc'h eget an den hen kelenn."
- A-du on bet gant ar c'hrennlavar a-viskoazh. Bianchi-Bihan 30 Gou 2009 da 21:23 (UTC)