Kaozeal:Furig du e bavioù
Furig pe fured
[kemmañ ar vammenn]Fured a c'heller lenn war geriadurioù An Here ha Gregor Rostrenn. Gwelloc'h eo eget furig da'm soñj pa n'eus tamm liamm ebet etre al loen-se hag ar furnezh.--Yun (kaozeal) 27 Gen 2007 da 08:15 (UTC)
N'on ket ken sur. Ar ger galleg a zeu eus al latin furo (laer). Amprestet eñ-deus ar brezhoneg ar ger galleg met en un doare disheñvel hervez ar rannvroioù eñ-deus graet gantañ. Fured, na gavan ket e geriadur Al Liamm, a zo un amprestadenn met furig a zo ur jubennadur eus ar ger galleg dre ar brezhoneg. Peogir ar ger galleg a oa heñvel a-walc'h ouzh ar wrizienn brezhonneg a dalvez fur e oa liammet ar ger brezhoneg "damamprestet" ouzh ar furnezh. Memestra evit ar gaerell. E yezhoniezh e galver an dra-mañ "gedarzh poblek"
--Damien Perrotin 30 Gen 2007 da 06:54 (UTC)
- Met hag-eñ eo testeniekaet furig evit fured er geriadurioù klasel ? Fulup 30 Gen 2007 da 22:04 (UTC)