Kaozeal:Faou
Neuz
Ober gant ar furmoù a-stroll a zo brezhonekoc'h peurvuiañ
[kemmañ ar vammenn]D'am soñj e vije brezhonekoc'h ober gant faou, i.e. ar furm a-stroll, pa ne vez ket ar c'haoz war ur wezenn hepken.
Evit ar gwez e vo implijet :
- agroaz
- derv (ha nompas dervenn)
- efl
- evlec'h
- gwern (gwez)
- haleg
- ivin
- kelvez
- onn
- oulm
- pin
- sapr
- siprez
- skav
- spern
- tilh
- gwez-aval
- gwez-fiez
- gwez-kerez
- gwez-kistin
- gwez-kraoñv
- gwez-palmez
- gwez-per
- gwez-prun
Ha setu perak eo gwelloc'h ober gant plataned ha nompas platanenn (n'eus ket a furm a-stroll pa ne veze ket anavezet ar gwez-se e Breizh marteze).