Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Eurier-traezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Gant an eurier-traezh-mañ e c'haller muzuliañ betek ur 1/4 eus an amzer a ya d'ober un eur.

Prederiadennoù diezhomm : "N'eus ket eus "horolaj-traezh" pa n'eus horolajerezh ebet en ardivink.". Gast! perak eurier neuze? n'eus eur ebet ennañ ivez. Gwelloc'h c'hoarzhin. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Her 2017 da 17:05 (UTC)[respont]


  • Eurier : da diskouez red an amzer, dre an heol, an dour, an traezh, ar proteinoù, diskar an atomoù hag all. N'eus tamm horolajerezh aze, stricto sensu.
  • (H)orolajerezh : ar greanterezh a genderc'h ardivinkoù dezho achaperezioù, bizier, dremmoù, eorioù, gwinterelloù, kevassaverioù, kioù, momederioù, rodaouegoù ha taboulinoù, kement-se holl da vuzuliañ an amzer resisoc'h ha pelloc'h. Dre an horolajerezh e farder eurieroù.
Goude an horolajerezh mekanik ez eo deuet an hini elektronek (Voltage Controlled Quartz Oscillator/VCXO) a vuzuilh an amzer dre dalmoù (e. g. 32kHz) rannet pe lieskementet diouzh ezhomm ; seul greñvoc'h an tredan ouzh ar c'houarz, seul c'horrekoc'h e talm — seul wanoc'h an tredan, seul vuanoc'h an eurier neuze, ar c'hontrol d'ar re vekanikel.
  • Daou "horolaj" zo en ho PC, hogen elektronek int ; mentañ an amzer a ra an eil evit ma yafe ar PC en-dro (VCXO), reiñ an eur d'ar PC a ra egile (ha kemer a ra an eur UTC diwar an Internet).
Lagad Zoltec (kaozeal) 19 Her 2017 da 20:21 (UTC)[respont]

Urzh hervez an eurier (traezh pe heol)

[kemmañ ar vammenn]

Respont e-kichen evel kustum. Fent o dez ar chas! Pa weli an eur en un "eurier-traezh ", lar din. "Dre an horolajerezh e farder eurieroù". Pa weli horolajerezh en un "eurier-traezh ", lar din. A-hend-all, eurier hag horolaj zo kenorin, diwar an Horai, an Eurioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Her 2017 da 21:37 (UTC)[respont]

  1. SABLIER eurier-traez m.
e-barzh geriadur Frañsez Vallée, embannet e 1931
  1. eurier-traezh m. sablier
e-barzh geriadur Roparz Hemon, embannet gant Al Liamm e 1978. N'eus ket eus horolaj-traezh er bajenn 387, war-lerc'h horolaj-heol.--2.12.122.95 20 Her 2017 da 08:19 (UTC)[respont]
Ma vije gwir ar pezh a skriv "Lagad Zoltec" e vije "direizh" ar ger "horolaj-heol" neuze. Ha koulskoude emañ ar ger-se e brezhoneg, abaoe Gregor Rostrenenn d'an nebeutañ. --Hans Abherve (kaozeal) 20 Her 2017 da 08:47 (UTC)[respont]
Ret e vefe dit, Hans Abherve-Zoltec, mont betek penn da breder, evel-se e vo sklaer ez eus unan.
Ur pennad horolaj-heol zo.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 20 Her 2017 da 11:39 (UTC)[respont]