Kaozeal:Eskopti Kemper
Peadra zo da goll e oremuz gant kenlabourerien 'zo. Pa vez lâret e vez fazi, e kendalc'hont gwashoc'h c'hoazh war o c'hemend-all hep prederiañ pelloc'h, er c'hontrol. Gwelet en degouezh-mañ pajennoù "Kernev", "Eskopti Kemper", etc., cheñchet prepoz-dibrepoz gant ar memes danvez war-lerc'h an evezhiadenn. Pal Wikipedia n'eo ket hadañ diouiziegezh. War un dachenn all, meneget em boa e oa ur bern fazioù war statud an anvadurioù kumunioù e Nafarroa. Ha reizhet eo bet an traoù gant saver ar pennadoù-se? Tamm ebet. Gwell gantañ lezel fazioù war a seblant. Peseurt brud a c'hall bezañ gant un holloueziadur ha n'haller ket fiziout ennañ?--Trec'hlid mitonet 28 Mae 2011 da 19:09 (UTC)
- pa weler fazi e c'haller lavarout pelec'h emañ, pe reizhañ ha gwellaat, hep skeiñ teil d'an dud: ne welan ket kalz tud o vont gant doareoù evel-se dre amañ, ur chañs, ne vije kenlabour posubl ebet. Betek-hen n'eus displegadenn sklaer ebet. Gortoz pell...Bianchi-Bihan 28 Mae 2011 da 21:58 (UTC)
- Graet eo.--Trec'hlid mitonet 30 Mae 2011 da 10:16 (UTC)
- hep displegadenn evel kustum Bianchi-Bihan 30 Mae 2011 da 10:33 (UTC)
- Graet eo.--Trec'hlid mitonet 30 Mae 2011 da 10:16 (UTC)
Un druez eo e vije bet torret al liamm a gase eus Eskopti Kemper da Eskopti Kemper ha Leon. Ha pa vefe "Eskopti Kemper ha Leon" an anv ofisiel leun, e kaver skouerioù eus "Eskopti Kemper" implijet evit an eskopti zo bremañ (tachenn Penn-ar-Bed). En titl-mañ da skouer : Katekiz Eskopti Kemper skriwet e brehonek kanton en Arhanaou (An Oriant, 1934). Pe c'hoazh e levr Visant Fave, War roudou hor misionerien (1989), ma lenner "ar visionerien hinidig euz Eskopti Kemper strewet dre ar béd". Kinnig a ran e vefe miret ar stumm kentañ, ur bajenn disheñvelout a adkase eus Eskopti Kemper d'ar pennadoù Eskopti Kerne hag Eskopti Kemper ha Leon. --Llydawr 3 Mez 2011 da 12:16 (UTC)
- Pa vez graet kemmoù en un doare rust hep goulenn ali den sed pezh a c'hoarvez: ya, peadra da goll kalon gant tud hag a gav gwell tamall fazioù d'ar re all eget kenlabourat. Bianchi-Bihan 3 Mez 2011 da 12:58 (UTC)