Kaozeal:Emlazh
Rannbennad nevezNeuz
N'heller ket skrivañ e oa en em lazhet Sokrates ! Barnet d'ar marv e oa bet ; met d'ar mare doare an Ateniz a veze lakaat an den kondaonet e-unan da evañ kontamm (kegid). Hervez Platôn (Phaidôn, 61 c - 62 c), e prezege Sokrates a-enep d'an emlazh. Gwellañ d'ober a vefe diverkañ e anv amañ, pe neuze ouzhpennañ an disklêriadennoù ret. Po'low (kaozeal) 23 Gou 2013 da 12:12 (UTC)
- A-du ganit. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Gou 2013 da 12:17 (UTC)
Boulc’hañ ur gaozeadenn diwar-benn Emlazh
Er pajennoù kaozeal e komzer diwar-benn an doare gwellañ da aozañ endalc’hadoù e Wikipedia. Gallout a rit boulc’hañ ur gaozeadenn nevez er bajenn-mañ evit divizout gant tud all penaos gwellaat Emlazh.