Kaozeal:Emgann Tewkesbury

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

« Un tamm brezhonekaat goude ar gallekaat? » a skriv un implijer. Perak 'ta ?

  1. Ne blij ket Marguerite d'Anjou dezhañ, setu en deus postet ur meni pennad Marc'harid Anjev (1429-1482). Pelec'h emañ ar pennad Marc'harid Thatcher neuze ? Pe, evit brezhonekaat pelloc'h c'hoazh, Marc'harid Souler ? Mat e oa bet skrivet gant Dishual, a oar doujañ d'ar sevenadurioù ; mar heulier doare ar buruteller ec'h asanter d'ar stummoù ofisiel Quimper, Croissant Plougoulm, Anne de Bretagne ha me 'oar-me da gement gallekadur a zo.
  2. "Reizhet" en deus ar frazenn Stabilaet a-nebeut e voe Bro-Saoz dre an trec'h-se., a zo deuet da vezañ Stabilaet a-nebeut e voe Bro-Saoz gant an trec'h-se., ar pezh a ziskouez ne anav ket istor Brezel an Div Rozenn rak unan eus ar pazennoù war-du dibenn ar brezel-se eo bet an emgann ; drezañ evit gwir eo bet stabilaet ar rouantelezh, n'eo ket gantañ. Mat e oa bet skrivet gant Dishual, n'en deus kentel ebet da gaout diwar-benn an diforc'h a zo etre "gant" ha "dre" ; gant lunedoù ar galleg, evel-just, en o c'hemmesker. Ha piv a zeu da vousgoapaat diwar-benn "gallekaat" ?--90.32.157.189 30 Gen 2016 da 20:13 (UTC)[respont]