Kaozeal:Emflourañ
War a seblant ne oar ket darn e kaver ar gerioù onanegezh ha pitouchal el levrioù. https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Emfloura%C3%B1&diff=prev&oldid=1544132 Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Kzu 2013 da 18:56 (UTC)
- War a seblant ne oar ket unan pelec'h e kaver ar gerioù-se, pa ne ro dave ebet evit o gwiriañ. Faos e vefent marteze, evel titl ha bloavezh al levr en doa meneget (hep dave) er pennad-mañ. Un holloueziadur eo, setu e ranker gouzout a-raok skrivañ, evit ma c'hellfe al lennerien deskiñ un dra bennak gwir e brezhoneg.
Feiz, a-benn lavarout kemend-all, aotrou dizanv, eo sklaer n'anavezez ket ar gerioù-se, hag un toullad traoù all ouzhpenn war am eus gwelet. E-lec'h c'hoari da damm barner ha lemel danvez, perak n'afes ket da sevel ur pennad gant da ouiziegezh ha leuskel an dud da labourat? Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Kzu 2013 da 19:39 (UTC)
- Goulenn daveoù n'eo ket bezañ dizesk, emañ ar gwir gant an "aotrou (?) dizanv" a-us (dizanv n'eo ket, evel-just, dianav amañ ne lâran ket). Un holloueziadur eo ar Wiki-mañ betegoût, hag evel ar re all e rankfe "darn" echuiñ ur pennad a-raok e lakaat war ar Rouedad (kuit a welout tud desket ha kalonek ouzh o reizhañ a-feur ma'z embanner traoù faos pe zizave) ha reiñ daveoù evit kement ditour nevez 'zo ouzhpenn ar pezh 'zo meneget en titl.
- Me 'garfe goût peseurt diforc'h e ra "darn" etre Emflourañ (?) hag Emerotegezh er pennad-mañ ; petra 'vo er pennad "Emerotegezh" ? Un adkas, evit ober ur bajenn diezhomm ?
- N'eo ket dav kas an dud da sutal ha da sevel pennadoù : me ne savan ket pennadoù, met evel lenner aketus hag implijer e fell din kaout pennadoù mat, pik echu. Mennet da labourat dre Wikipedia evit degas goueziadur d'an dud ? Labouret reizh neuze, ao. Bianchi-Bihan (hag un anv eo se ?). Yoel ar C'horr (kaozeal) 25 Kzu 2013 da 20:56 (UTC)
N'eus ket mezh da gaout o vezañ dizesk war tra pe dra, c'hoarvezout a c'hall d'an holl. Hekoc'h an dud a fell dezho ober skol hep gouzout. Pep hini a labour evel en deus c'hoant, ha n'eo ket d'an douristed amañ da zont da zisplegañ d'ar re all ar reolennoù nevez savet ganto en o c'hornig hervez o zamm imor, na d'ober evezhiadennoù war anvioù an dud. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Kzu 2013 da 09:43 (UTC)
Dorloiñ, boloiñ
[kemmañ ar vammenn]Anat eo koulskoude eo savet heñvel dorloiñ ha boloiñ, diwar dorn ha boz: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Emfloura%C3%B1&diff=next&oldid=1544230. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Kzu 2013 da 17:25 (UTC)