Kaozeal:Dunleary

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Pell zo ne vez ket implijet ar stumm Dunleary ken. En Iwerzhon e reer atav, e saozneg, gant Dun Laoghaire, zo tost d'ar stumm iwerzhonek reizh Dún Laoghaire. Talvoudus e vefe kaout Dun Laoghaire da adstumm (adkas) ; Dunleary avat n'eo ket.

da gentañ-penn, lakaet e vez an adkasoù evit aezaat ar c'hlaskoù. gwir eo marteze e vez implijet ar stumm Dun Laoghaire e saozneg en Iwerzhon pe c'hoazh ez-ofisiel, met anvezet eo ar stumm Dunleary c'hoazh. N'eus ket ivez, da skouer, eus Leningrad ken, mnet talvoudus eo kaoust adkasoù evit ma c'hellfe an dud kavout ar pezh a glaskont. Ha da eil, ober seurt adkasoù a laka diaezet d'an neb ne anavaezfe ar stumm iwerzhonek mont da sevel ur pennad doubl dindan ar stumm saoznek (reizh pe get) hag a rankfe bezañ diverket war-lerc'h. (sin mar plij!)--Neal 2 Du 2006 da 20:20 (UTC)[respont]
N'eus nemet er Wikipedia saoznek e kaver ar stumm Dunleary. Liv ebet eus ar skrivad kozh Dunleary er Wiki gallek, alamanek pe me oar-me. Ronan
boñ, sur-mat em eus displeget fall ar pezh a felle din lâret. ne vern war peseurt wiki all e vez kavet ar ger-mañ'r-ger, n'emañ ket aze an dalc'h. savet e vez adkasoù evit ma ne vefe ket savet pennadoù gant an toitloù-se rak bez' ez eus anezhe dindan ur stumm all dija. diouzh an tu all e vez aezaaet al labour klask evit an dud n'anavez ur stumm disheñvel diouzh an hini bet dibabet evit mont da ditl ar pennad pennañ. N'eo ket an holl dud ur mailh war an iwerzhoneg ha meur a hini -- e breizh ivez, evel-just -- a anavez kêrioù ar vro-se diouzh o anv saoznekaet, mar vez hennezh ofisiel pe ket. arabat ankounac'haat ivez ne deu war-wel an adkas nemet ma vez klasket ar stumm-se, da lâret eo n'eo ket Dunleary ur pennad e-unan, re ra nemet kas d'ar pennad pennañ Dun Laoghaire e didtl ha ne gaver ar stumm Dunleary nemet mac'h aer d'e glask war-eeun.--Neal 2 Du 2006 da 20:41 (UTC)[respont]
N'on ket bet komprenet war a seblant. Marteze a-walc'h eo talvoudus d'ar saoznegerien kaout, war ar Wiki saoznek, un adkas eus Dunleary da Dún Laoghaire. Ar c'hallegerien int n'o deus ket ezhomm eus un adkas evel-se, nag an alamanegerien, nag an italianegerien,... war Wikipedia, rak n'anavezont ket ar stumm Dunleary (kerzh da glask Dunleary er yezhoù-se !). Talvoudusoc'h eo dezho kaout un adkas eus Dun Laoghaire da Dún Laoghaire. Memes tra evit ar vrezhonegerien. Se zo kaoz em eus savet un adkas evel-se. Ronan
ah boñ, goût a oar mat an holl dud dre ar bed estreget ar saozon ar fed ma vez komzet en Iwerzhon an iwerzhoneg hag anavezet-mat gante stummoù iwerezhonek anv pep kêriadenn en Iwerzhon? N'eo ket peogwir emañ an traoù evel m'emaint war ar wikipedia-mañ'r-wikipedia ma ranker krediñ emañ evel-se an traoù er yezhoù-se peurliesañ ivez. Ur pouez bras en deus ar saozneg dre ar bed (evit abegoù anat) ha bruidet-meur eo stummoù saoznekaet dre ar bed a-bezh hag abalamour da se e ranker sevel adkasoù eeun. N'eus kudenn ebet ivez evit sevel meur a adkas hag a gas d'an hevelep pennad - seul vuicoc'h a adkasoù, seul aezetoc'h ar c'hlaskoù kea?!--Neal 3 Du 2006 da 12:47 (UTC)[respont]

Pennek out ha merour ivez, neuze ne glaskin ket mont pelloc'h. Ur pouez bras en deus ar saozneg evidout, neuze ret e vo krouiñ adkasoù Carnarvon -> Caernarfon, Ushant -> Eusa... :-( Met implijerien all ar Wiki brezhonek ne oaront ket holl saozneg ken mat-se...