Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Dorn Ruz Ulaidh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

E geriadur bihan Roparz Hemon e kaver ar stumm brezhonekaet Ulad. --Llydawr 5 Gou 2009 da 09:40 (UTC)[respont]

Ulaidh eo ar skrivadur en iwerzhoneg (hag Uladh ur genitiv), n'eo ket? Gwelet Ulaidh ha Cúige Uladh.
Me ne ran forzh. Mat e vije d'an iwerzhonegerien en em glevout. Ma c'haller en em glevout gant tud dizanv. Bianchi-Bihan 5 Gou 2009 da 11:01 (UTC)[respont]
Ma Doue bisiklet! C'hwekat degemer! Ral a wech din dont d'ober un dro betek amañ, ha disoñjet oa bet ma ger-tremen ganin. Ken spontus-se oa ma zamm evezhiadenn eta? Forzh penaos ne oa ket un afer "reizhskrivadur" ha n'eus ket ezhomm d'an iwerzhonegerien en em glevet war an dra-se. Un afer yezhadur an hini oa. Me 'gav din eo Ulaidh un nominativ, hag Uladh ur genitiv. Setu, ma c'hall unan bennak sklaeraat an afer ne vo ket fall, ha reizhañ diouzh ezhomm.Trec'hlid mitonet 5 Gou 2009 da 19:25 (UTC)[respont]

Ne welan netra spontus. N'on ket iwerzhoneger, setu e karfen e vije diskoulmet an amzer gant tud a zo, hag amzer zo. Unan a zaou: pe e kemerer

  • un anv brezhonekaet (pehini?) hag a vo digemm: Ulad zo mat din, met evit poent n'eus pennad ebet en anv-se,
  • pe un anv iwerzhonek, hag a vo lakaet en un droienn vrezhonek, ha neuze eo ret gouzout peseurt reolennoù a dalvez: re an iwerzhoneg pe re ar brezhoneg?

Aesoc'h e vije, gwir eo, gant an anv Ulad en daou bennad: Ulaidh ha Dorn Ruz Uladh. Bianchi-Bihan 6 Gou 2009 da 03:27 (UTC)[respont]