Kaozeal:Doare distagañ a eil renk
Neuz
Doare distagañ a eil renk. Marteze eo mat, marteze n'eo ket: "a eil renk" a zo "second-class" ivez. Emgann ar renkadoù? Bianchi-Bihan 29 Mez 2007 da 12:44 (UTC)
- s.o. roparzh hemon. --84.78.78.41 29 Mez 2007 da 13:17 (UTC)
- Sur-mat ar seurt traoù a gaver er Geriadur Istorel. Bianchi-Bihan 29 Mez 2007 da 13:27 (UTC)
Lenn a ran: un eil doare distagañ pe un eil lec'h distagañ . N'eo ket se a dlefe an droienn bezañ? Bianchi-Bihan 30 Mez 2007 da 05:50 (UTC)
- n'on ket a-nepe kemmañ an termen implijet. ha koulskoude e ranker kompren perak n'eo ket kevatal "doare/lec'h distagañ a eil renk" hag "eil doare/lec'h distagañ": evel m'emañ displeget (en un doare luziet a-walc'h, hen ansav a ran) er pennad: da gentañ, peogwir e kaver kendistagedurioù gant daou lec'h/doare distagañ par-ha-par (eil ha kentañ hervez urzh distagañ pep elfenn) disheñvel diouzh kensonennoù gante un doare/lec'h distagañ a gentañ renk kreñvoc'h pe pouezusoc'h hag ivez un doare/lec'h distagañ a eil renk gwanoc'h evitañ. N'eo ket reizh an termen "eil doare/lec'h distagañ" peogwir e c'hell bezañ kendistaget an div elfenn (hini a renk kentañ hag hini a eil renk) war un dro ha n'eo ket an eil war-lerc'h ebet, da lâret eo n'eus ket puerliesañ un urzh kentañ hag eil ez-fonetikel hag ez-fonologel. A galon, --Neal (Kaozeal) 30 Mez 2007 da 08:32 (UTC)