Kaozeal:Doare-disklêriañ
Ur gudenn all da dirouestlañ o tont war-wel. Implijet gant ar yezhadurion a plede gant ar brezhoneg termenoù a glotae gant yezhadur ar brezhoneg evel-just, met hep teurel re a bled war ar fed ma c'hellfent klotaat gant yezhoù all war tachenn ledanoc'h ar yezhoniezh, pe c'hoazh dizanv ar fedoù dezhe d'ar mare-se. Pelec'h emañ an dalc'h ar wezh-mañ 'ta? Graomp da gentañ gant an anvadurezh latin evit klask sklaeraat an traoù: an indicativus a zo an doare pennañ e-touez ur rummad doareoù anvet a-stroll realis. Anvet an indicativus "doare-disklêriañ" e brezhoneg. Mat pell 'zo, met pas kalz pelloc'h, rak doareoù realis all ez eus, en o zouez unan anvet declarative mood e saozneg (liammet ouzh an inferential mood; irrealis), enebet neuze ouzh an indicative mood pe evidential mood. Setu, pa reer "disklêrian" eus an indicative, penaos ober neuze gant an declarative? Neal (Kaozeal) 3 Ebr 2009 da 17:31 (UTC)