Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Corps de ballet

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Corps de ballet (evel corps d'armée, corps de métier moarvat): bagad korollerien. Bianchi-Bihan 25 Gou 2008 da 07:12 (UTC)[respont]

"bagad" 'vefe "troupe" pe "compagnie" kentoc'h, kea? Ur wezh all ez eus anezhañ un termen teknikel gantañ ur ster strishoc'h: bez' e c'hell bezañ an holl dañserion/ezed pep get... "Korollerion"? n'on ket gwall-sur - un diforc'h bras ez eus etre ur "ballerina"/"danseur" bet stummet war dachenn resis ar varrez hag ur c'horoller me 'gav din... Neal (Kaozeal) 25 Gou 2008 da 07:19 (UTC)[respont]
E brezhoneg eo butuner ne vern piv a vutun, kaner pe koroller ne vern piv a gan pe a goroll. Tud zo a gan pe a goroll, a vicher. Butuniñ n'eo ket ur vicher c'hoazh, n'ouzon ket perak. Kaner, koroller, ha butuner on. Sur on ez eus un diforc'h bras etre ur gorollerez a vicher (ballerina pe get) ha me, evel etre ur c'haner a vicher (ur vicher abaoe un toullad kantvedoù) ha me pa ganan. Techet eo an dud a vicher da ober gant ur yezh dezho: "barrez klasel" (perak n'eo ket "ballet classique" mar deo gallek yezh ar vicher?) zo bet ijinet e 1910, pa oa korollerien a vicher abaoe ur pennad, un hanter gantved bennak (galloud a reer lavarout bout "klasel" dindan 50 vloaz eta. Koroll-arvest a ran me eus se: korollerien da sellout oute. Ar re all a ray evel a gerfont. Bianchi-Bihan 25 Gou 2008 da 07:50 (UTC)[respont]
Ouf, ne welan ketvtre da belec'h e kas ar gaoz-mañ... Piv en deus lâret e oa un afer micher pe get? Bez' e c'heller bezañ stummet war ar varrez hep bezañ un danseur pe ur ballerina a-vicher. Korollerion/ezed eo an holl dañserion/ezed barrez a-dra sur hag un doare koroll eo ar varrez a-dra sur ivez, met n'eo ket dañserion/ezed barrez an holl korollerion/ezed ha n'eo ket barrez an holl doareoù koroll. Pezh a lâran eo ec'h eo disheñvel koazeal eus ar c'horoll dre vras ha teknikoù ha termenoù teknikel resis o tennañ d'un dachenn koroll/dañs resis, da lâret eo amañ hini ar varrez.
Un tremen boutin eo "barrez klaskel" ha n'eo ket un tremen teknikel keit ha m'eo "Fouetté rond de jambe en tournant" un tremen teknikel kentoc'h evit un tremen boutin. N'eo ket gwall sklaer atav evel-just ar vevenn etre termenoù teknikel ha termenoù boutin ha kemmañ a reont a yezh da yezh ("en arrière" a zo un tremen boutin e gallek gant un implij teknikel war dachenn ar varrez met un termen teknikel war dahenn ar varrez e saozneg nemetken). Ha daveennoù levrlennadurezh a rankan degas evit displegañ an diforc'h etre ar yezh teknikel hag ar yezh voutin?
Un diforc'h ez eus etre "barrez klasel" (ballet classique) ha "barrez a-vremañ" (ballet moderne), abalamour da se e komzer eus "barrez klasel"...
A galon, --Neal (Kaozeal) 25 Gou 2008 da 08:05 (UTC)[respont]