Kaozeal:Claudius
Neuz
- Skrivet eo bet kement-mañ war un ton eus ar plijusañ: (red) (diwezh) 14 Gen 2008 da 23:18 Benoni (kaozeadenn | degasadennoù) (1 837 okted) (Patrom digejañ ur wech ouzhpenn-Mat vefe da vBianchi-Bihan kompren n'eo ket ar merourien mevelien a gempenn ar pajennoù war e lerc'h!!!) (dizober)
- Setu ur skoazell bras-meurbet da savidigezh ar pennad. Ne welan ket penaos e c'haller komz eus kempenn ar pajennoù war e lerc'h pa n'eus bet reizhet fazi ebet gantañ, na skrivet linenn ebet: peget ur patrom, traken, evel ma ra tud all. Kempenn a vez graet pa gaver pennadoù diskempenn: ha petra zo diskempenn amañ? Ha krediñ a ray dont da lavarout?
- Ne welan ket perak e vije ret kregiñ da lakaat an arouez digejañ e penn kentañ al labour, a-raok stagañ gant al labour. N'eus reolenn ebet a zispleg penaos e ranker kregiñ da labourat. Pep hini a labour evel a gar. Un tamm aes eo d'ur merour en em zerc'hel a-dreñv kein al labouer, ha dont d'ober skol e-kreiz al labour. Ha goude, redek da benn al ar wiki da flatrañ ne oa ket bet lakaet an digejañ gant Yann Labourer pa oa o sevel ar pennad! Dre chañs e vez ret krediñ er feiz vat ! Bianchi-Bihan 15 Gen 2008 da 01:04 (UTC)
Amañ e oa ar gwir gant Bianchi-Bian : an droad zo da bephini eo sevel pennadennoù diglok a vo klokaet ha kempennet diouzhtu pe dindan un nebeut ... bloavezhioù. - --Ch. Rogel 16 Gen 2008 da 23:44 (UTC)
- N'on ket a-du. Ar patrom "digejañ" a zo ur reolenn etre an holl wikioù. Ma na vez ket lakaet war ar bajenn brezhonek e vo tennet diwarni an holl liammoù etrewiki a gas davet ur bajenn war ur wiki gant ar patrom digejañ. Eurvezhioù 'm eus kollet o renkañ an traoù dibaoe 'm eus ur robot dre ma nac'h (a-ratozh!) Bianchi-Bihan lakaat ar patrom-se. Koulskoude 'm eus displeget dezhañ kant gwech dija e oa ret lakaat ar patrom-se. Benoni (Kaozeadenn) 16 Gen 2008 da 23:50 (UTC)
- Ha mod all, en un doare ledanoc'h, ne gavan ket dereat tamm ebet eus perzh implijerien "kozh" sevel pennadoù diglok (da lavaret eo hep ar framm diazez: rummadoù, liammoù etrewiki pa vez, ur frazenn glok, ur patrom pa vez ezhomm). N'eo ket d'an implijerien all naetaat war o lerc'h. Benoni (Kaozeadenn) 16 Gen 2008 da 23:54 (UTC)
Trugarekaat
[kemmañ ar vammenn]- Trugarekaat da Rogel, n'eo ket ken alies e weler ur merour o krediñ embann ur soñj enep oberoù an daou verour a blij dezho lakaat reolennoù a eil pe trede renk a-us da reolenn veur ar c'hrouiñ pennadoù.
- N'on ket enep patrom ebet. Lakaet em eus ha lakaat a rin c'hoazh. Met mezhus eo ar brezel graet din, ar gourdrouzoù taolet din war ma fajenn (evel hiziv c'hoazh) evit un dra ken dister. Bemdez e krouan un toullad pennadoù nevez. Anat eo e vank traoù e-barzh. Bemdez ec'h adtremenan da greskiñ ha gwellaat pennadoù kozh. Met se n'eo ket trawalc'h dezho. Ret eo klask rev dalc'hmat, amañ evit ur patrom, ahont evit un "y", pelloc'h evit div grommellenn... Ha krediñ komz eus emzalc'h negativel (sic) ar re all goude? Biskoazh!
- Un dra a zo ar gwashañ anezho: ar pezh a gred Benoni skrivañ amañ: ne gavan ket dereat tamm ebet eus perzh implijerien "kozh" sevel pennadoù diglok (da lavaret eo hep ar framm diazez: rummadoù, liammoù etrewiki pa vez, ur frazenn glok, ur patrom pa vez ezhomm).
- Dizereat e kavan klemm war-zigarez ma c'hallje bezañ diaezet buhez ur paourkaezh robot. Hag an dud? Mat e vije soñjal un tammig bihan pegement a ziaezamant a ro-eñ d'ur c'henlabourer all, ha n'eo ket ur mekanik ken brav a dra sur, pa vez o tont war e chouk dalc'hmat, o rebech disterachoù amañ hag ahont, o tivrudañ e labour. Iskisat merourien a lak ur robot da dremen a-raok an dud! I, robot, a skrive Asimov. Me n'on ket.
- Deomp 'ta da welout stad ar bajenn Keops, krouet gantañ. Kalz a labour, sur. Rummadoù ha liammoù forzh pegement. Met frazenn ebet! En un holloueziadur! Bloaz hanter war-lerc'h kregiñ! Ma n'eo ket se labour diglok, n'ouzon ket petra eo! Grit evel a laran, ha neket evel a ran! Ar gaoter o sarmon d'ar pod-houarn!
- Evel ma lavar Rogel, gwir pep hini, hini Benoni zoken, eo ober pajennoù diglok. Mont a rin pelloc'h : spi am eus e vo kalz pajennoù diglok hag a roio c'hoant da dud all klokaat. Sede mont en-dro wikipedia.
- Met gwashoc'h zo! Er frazenn diwezhañ! N'eo ket d'an implijerien all naetaat war o lerc'h. N'eo ket dispriz ouzh labour ar re all an dra-se? An hini a skriv pennadoù nevez a ra loustoni? a ranker skubañ war e lerc'h? Dibab ar gerioù zo arouez ur spered a vije mat cheñch evit yec'hed wikipedia. Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 00:28 (UTC)
- Pezh 'm eus skrivet uheloc'h ne servijo da netra moarvat, met vad a ra. Ha distroomp d'al labour sirius nemetañ, ha n'eo ket spazhañ laou eo. Bianchi-Bihan 17 Gen 2008 da 00:32 (UTC)
- Ne gomprenan ket penaos e teu ur robot e-barzh an afer (dreist e vije ur robot a c'hellfe divinout ar pajennoù a zo ur stumm pajenn zigejañ dezho) . Mat eo da neb kempenn mat pajennoù pe bajennoù, met komprenet en deus mat war ar poent-se spered ar wiki Bianchi-Bian : ret eo klask ar stil holloueziadurel da gentañ hag ober hervez e amzer hag e froud hag ar skridaozer a c'hell gortoz ur frapad amzer a-raok adkempenn. Ret eo bezañ uvel : marteze e teuio un implijer gouiziekoc'h. Ha plijet on gant ouzhpennañ reizhadennoù ha liammoù. Ar reolenn bennañ a zo chom hep "ammerdiñ" ar re all (n'on ket evit ober ur rebech da zen , amañ). An eil a zo chom hep skrivañ en un doare digempenn a-greiz. Goude-se ez eus ur bern traoù da zivizout hep mont d'ar sach-blev. --Ch. Rogel 17 Gen 2008 da 01:02 (UTC)
Klask al lec'h dereat evit komz
[kemmañ ar vammenn]Ur wezh all e rankan pediñ ouzh B-B implijout ar pajennoù kaozeal evit komz diwar-benn ar pajennoù stag oute. Lec'hioù all ez eus evit komz diwar-benn traoù all - n'eus ket 'met klask al lec'h dereat. A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 17 Gen 2008 da 07:39 (UTC)