Kaozeal:Chañ-Mai Skragn
Neuz
Ar pennad-mañ a zo war a-seblant un emvuheziadur. Da ziverkañ? Pe da adskrivañ penn-da-benn d'an nebeutañ ma gav da tud 'zo e dalv ar boan derc'hel ar pennad-se. Benoni 26 Gen 2007 da 16:24 (UTC)
sañset emañ difennet sevel emvuhzskridoù war ar wikipedia evit abegoù o tennañ d'ar sav-poentoù neptu. A-hendall, p'am bez soñj mat, e oa bet savet ar pennad-mañ a-ratozh-kaer evit diskwel e oa an den-mañ ur mailh war ar brezhoneg da geñver "brezelig ar skriturioù" war ar wikipedia-mañ nouspet bloaz zo. E diverkañ 'rafen a-walc'h. --Neal (Kaozeal) 26 Gen 2007 da 16:54 (UTC)
N'eus nemet lezel. An hini a gar a c'hall labourat war-dro ar pennad. Prest on d'ober war ho lerc'h. Bianchi-Bihan 26 Gen 2007 da 18:03 (UTC)
- Diouzh am eus komprenenet eo e anv a vez skrivet Chan-Maï ar Skañgn e brezhoneg gantañ e-unan. Ar pennad avat ne vije ket bet skrivet evel se gantañ, ha ne gav ket din ez eo un emvuheziadur.
- Penaos skrivañ e anv er Wikipedia-mañ : gant ur varrennig-stagañ pe hep barrennig-stagañ ; Maï pe Mai pe May (div silabenn pe unan hepken : [mai] pe [maj]) ; gant ar ger-mell pe hep ger-mell ? --Yun (kaozeal) 27 Gen 2007 da 07:09 (UTC)