Mont d’an endalc’had

Kaozeal:C'hoarezed Goadeg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

doujañ a ran d'an neb ma fell dezhañ ober gant doareoù-skrivañ disheñvel diouzh ar peurunvan (ha goulenn a ran e vije doujet ouzhin-me ivez), met evit ar re a fell dezhe ober gant brezhoneg ar bobl (peseurt 'pobl'?), kement-se ne dalv ket dre ret ober gant gerioù o tont eus ar galleg (vercïon sic. h.a.). mioan zo da skrivañ e brezhoneg brav ha cheuc'h evel ma vez komzet e tu pe du gant troiennoù-lavar all, da skwer e-lec'h 'revert, vercïon kenta' e c'hellfer ober ken brav all (ha n'eo ket bravoc'h) gant 'adlakaet evel ma oa' (mod bro-dreger) pe 'lakeat en-dro evel m'edo' (mod bro-leon). ale, ober gallekoc'h n'eo ket ober brezhonekoc'h! Neal 30 Du 2005 da 11:12 (UTC)[respont]

"versïon" zo implijed e brehoneg gand JM Le Scraigne ba ur gontadenn ("... bez oa tri versïon, vel vez lâred, ..."). (gweled m-eus anehañ ba dokumantchoù Diwan iwe.) N'ouzon ked piw n-eus skrived ar ger-se gant ur "c". Me ramplass a wezhoù "ss" gant "c"/"ç" ewid reiñ da gerioù ur stumm naturelloc'h, tostoc'h deus o ortografoù galleg pe d'an nebeutañ spagnoleg, skañvoc'h iwe. Ewid "versïon" n'eus ked dober. Un den oc'h oger goab moarvad. -- RobinHood 30 Du 2005 da 12:19 (UTC)[respont]
ober goab, pe c'hoari é holligan, kentoc'h -- RobinHood 30 Du 2005 da 12:24 (UTC)[respont]

n'eo ket tabutal ha-eñ ec'h eo brezhoneg pe get ar ger 'version' (ne vern penaos e vez skrivet) ha n'eus forzh pesuert gall all a seurt-se 8implijet evit lakaaet ar brezhoneg skrivet da vezañ tostañ ouzh an hini komzet gant (lod eus) and dud. n'eus ket da dabutal: galleg eo ha setu tout - pe ur ger hengounel a vefer goust da glask oc'h achuiñ gant '-ion' hag ne glotfe ket penn-da-benn gant ar galleg? ha n'eo ket brezhonekoc'h dre ma vez implijet gant brezhonegerion a-vihanig pe tud kozh (diwallit 'ta! n'eo ket an holl vrezhonegerion gozh brezhonegerion -vihanig ivez!). saozneger a-vihanig on-me hag implijout a ran gerioù evel 'quid pro quo' pe 'laissez-faire', met n'eo ket abalamour da se e paouezont da vezañ latin ha galleg ha dont da vezañ saoneg, anat dit (pe pas ken anat-all marteze...). met aze n'emañ ket an dalc'h tudoù keizh! n'em eus netra a-enep da vrezhoneg ar bobl, ha disheñvel a-walc'h eo ar brezhoneg a teu ganin pa gaozon gant an dud (hag a ran!) - a tregerieg kentoc'h - evit an hini a implijan evit skrivañ - dres evel ma ran gant ar saozneg, ar galleg, ar galizeg, h.a. nann 'vat! ar pezh a felle din lâret ec'h eo gwell din sachañ gounit diwar pinvidigezhioù gwirion ar yezh dre troiennoù-lavar hag ur sevel frazennoù n'eo ket bet savet war-eeun diwar ar galleg evit mont da lakaat gerioù galleg (ha ya, galleg int ha galeg e chomfont! n'int ket latin - dont a reont eus ar galleg - nemet e vefe gouvezet mat al latin gant ar vrezhonegerion a implij anezhe??) er brezhoneg. brezhoneg ar bobl a c'hell flour hep bezalñ gallekaet. a ya! ha petra a c'hoarvezfe (ha c'hoarvezout a ra, kredi pe gredi) ma implijfe ur brezhoneger a-vihabnig ur ger never-krouet? ya, brezhoneg 'tradisionel' e teufe da vezañ gerioù evel 'pellgomz', hag all. Neal 30 Du 2005 da 20:28 (UTC)[respont]