Kaozeal:C'hafra

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Marteze e c'hallfed displegañ dimp perak eo C'hafra a zo bet dibabet evit ur stumm a zo Khefren en holl yezhoù pe dost. Sot eo ar re all, ha finoc'h eo an dud amañ? Abalamour d'ar reolennoù gwelloc'h a zo o ren amañ? Mall ganin kompren. Bernez Bernioù 18 Kzu 2006 da 14:32 (UTC)[respont]

Ur reolenn a zo bet heuilhet ganin dibaoe ar penn-kentañ: doujañ d'an doare ejipsian (evel ma vez graet e saosneg hag e meur a yezh all) ha n'eo ket d'an doare gresian (evel ma vez graet e galleg hag e meur a yezh all). C'hafra a zo ar stumm ejipsian ha Kefren ar stumm gresianeg. Met adkasoù a zo o vont kuit eus Kefren ha Khefren evel-just. Pa vez ar son "c'h" e vez skrivet "Kh" e saosneg pe galleg, "J" e spagnoleg, "Ch" e Alamaneg, setu em eus kavet poellek lakaat "C'h" e brezhoneg...

ar:خفرع ca:Khefren de:Chephren en:Khafra es:Kefrén et:Hafra fi:Khafre he:חאפרו id:Chephren it:Userib lt:Chefrenas nl:Chefren pl:Chefren pt:Quéfren ro:Khafra ru:Хафра sh:Kefren sv:Chefren zh:哈夫拉

Sellet a ran atav an holl bajennoù e yezhoù all a-raok dibab an hini e brezhoneg. Hag heuilh a ran atav an hevelep poell. Hag ober a ran atav adkasoù o vont kuit eus ar furmoù all... Benoni 18 Kzu 2006 da 18:09 (UTC)[respont]

ne welan abeg evet evit ober gant "kh" e brezhoneg diwar levezon ar saozneg ha ne ra ket gant ar son-se pa c'heller ober gant "c'h" e brezhoneg. levezonet betek re gant ar saozneg eo bet yezhoù all? marteze, met n'eo ket hounnezh kudenn ar brezhoneg. "Kefrén" eo ar stumm implijet e spagnoleg war a welan, bet degemeret hag eeunaet ar stumm saoznek gantañ ha neuze distaget an anv en un doare direizh penn-da-benn ha koulskoude e c'hlle ober gant ar "jota" - dres evel ar "c'h" e brezhoneg. n'eo ket ret d'ar brezhoneg doujañ da reolennoù reizhskrivañ ar saozneg evit treuzskrivañ an henegipteg, dresit-holl pa c'hell ober gwelloc'h evitañ.

--Neal 18 Kzu 2006 da 20:17 (UTC)[respont]

War ar wiki spagnoleg e kaver : "Jafra (en egipcio) o Kefrén (en griego)". Alies e vez ganto ar pennad dindan an anv ejipteg. Aze ez eo dindan an anv gresianeg. N'ouzon ket perak. Met un dra 'zo sur: Jafra(es)=Хафра(ru)=C'hafra(br)...Benoni 18 Kzu 2006 da 22:06 (UTC)[respont]
Hag an doare tostañ e brezhoneg evit distagañ al lizherenn het e hebraeg (ח) pe arabeg (خ/ﺣ) a zo hon "c'h"... Setu, emichañs en deus Bernez Bernioù komprenet ;-)Benoni 18 Kzu 2006 da 22:28 (UTC)[respont]

Poan am eus bet, met un draig am eus komprenet. Brav eo bezañ mignon d'ur merour, ne deu den da glask abeg en ho tibaboù. Bernez Bernioù 19 Kzu 2006 da 09:21 (UTC)[respont]

ale, tagadennoù pesronel adarre. nag a souezh! ha peseurt abegoù faos a zo bet roet gant "mignon ur merour"? (ha piv eo ar "mignon"-se?)

--Neal 19 Kzu 2006 da 10:05 (UTC)[respont]

Brav eo bezañ mignon d'ur merour zo un dagadenn bersonel dit. Ha brav eo an amzer ivez? Arabat trelatiñ. Bernez Bernioù 20 Kzu 2006 da 12:45 (UTC)[respont]
n'em boa ket lâret e oa ur gunujenn met un dagadenn - da lâret eo tagañ an dud kentoc'h evit klask respont d'o arguzennoù. ha ya, brav-tre an amzer - "glas eo an oabl"/"an oabl a zo glas" (diwar "brezhoneg buan hag aes...) +

--Neal 20 Kzu 2006 da 13:04 (UTC)[respont]