Kaozeal:Brieg (sant)
Neuz
Un den dianav (peuzdianav, kentoc'h) en deus kemmet un draig e stumm ar pennad, evit heuliañ ur c'hiz zo bet savet gant tud zo (marteze gantañ) er pennadoù: [[1]]. Ha neuze, e-lec'h Brieg, Briog e kembraeg e vije ret skrivañ Brieg (kembraeg Briog). Ur brezhoneger a oar e vez lakaet an elfenn a bouez e penn ar frazenn. Ha mont a-enep ar yezh e oa ober ar c'hemm-se. Trawalc'h a fazioù zo e lec'h all, gwelloc'h e vije reizhañ ar gwir fazioù eget direizhañ ar brezhoneg mat. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 20:42 (UTC)
- n'eo ket Brieg, Briog e kembraeg na Brieg (kembraeg: Briog) (gant daou bik...) frazennoù boutin (e gwirionez n'int ket frazennoù). "Ur brezhoneger a oar" e vez lakaet stumm ar frazenn verbek (rannig verb + verb displeget) e eil plas ur frazenn estreget ar stummoù diazezet war ar wrizienn "ema-"). e pelc'h emañ ar verbb er "frazennoù-mañ"?
Pout eo ma spered: ne gomprenan mann ebet, kaer 'm eus klask. Un dra a gomprenan avat: n'eo ket gwellaat ar pennad zo bet graet gant ar c'hemm : enepholleziadurel neuze. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 21:59 (UTC)
- bez' e c'hellfer kompren ivez (frazenn eliptek): "(brezhoneg: Brieg") ~ "kembraeg: Briog" o pouezañ war un elfenn bouezusañ disheñvel. Met ne vern, bn'in ket da dabutal diwar-benn traoù munut. Kudenn ebet. N'eus forzh penaos, pa gaver kemmoù traoù evel-hen e c'heller o lakaet evel ma oant en-dro war-eeun hepmuiken. Lakaet e vo evel ma oa (hep skubañ al liammoù bet savet war un dro) evit sioulaat an traoù. Evel-se, mar kav dit eo ur fazi reizhadur e c'heller lâret eo bet reizhet ha mat pell 'zo.