Kaozeal:Brezel an Nav Bloaz

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

A-raok cheñch titl e vefe bet mat en em soñjal en a-raok ha klask gouzout hag-eñ ne oa ket bet eus brezelioù-an-nav-bloaz all. Ha bezañ 'zo, evel hini Iwerzhon [1] pe [2].--Trec'hlid mitonet 7 Gou 2010 da 17:27 (UTC)

Pe pl:Irlandzka wojna dziewięcioletnia, hag all. Kemm titl ne vez ket ur gwall afer gwech ebet, na dec'h, na hiriv, nag arc'hoazh. Aesoc'h e vez klask laou en ur pennad a-raok ma vo echu eget sevel unan. Ur c'hiz e teu da vezañ er wikipedia-mañ war a welan. Bianchi-Bihan 7 Gou 2010 da 17:34 (UTC)
Da ali eo, met ne soñj ket din e vez atav an dud o lavarout traoù evit hegasiñ ar re all, pell alese, ha ma vez gaou ganin e kavfen sot ha mezhus emzalc'h an dud-se neuze. D'am soñj eo kentoc'h gant ar pal reizhañ ar pezh a seblant dezho bezañ ur gudenn an abretañ ar gwellañ, a-raok ma vefe bet tud o labourat ur bern war gorre, evit ma ne vefe ket traoù da reizhañ forzh pegement da skouer. A galon --Y-M D (kaozeal) 7 Gou 2010 da 19:57 (UTC)
An aezamant a zo da gemm un titl n'eo ket un ali, ur fed eo. Mont da lavarout en em soñjal a-raok zo dismegañs pe kunujenn. Gwelout a ran tud o tont da c'hlabousat en-dro d'ar pennadoù met hini ebet o kemer perzh: ur fed eo. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 01:58 (UTC)

Lizherennoù bras[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ Brezel an Nav Bloaz a rafen, evel ma vez graet e yezhoù all, hag evel ma vez graet e brezhoneg evit brezelioù all (Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz). --Llydawr 10 Gou 2010 da 16:23 (UTC)

A vo graet diouzhtu. Bianchi-Bihan 10 Gou 2010 da 17:21 (UTC)