Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Brezel 1898 etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kaozeal:Brezel 1898)

Neptuegezh

[kemmañ ar vammenn]

Lakaet em eus un evezhiadenn rak n'eo ket neptu ar pezh a zo displeget amañ. N'eus anv ebet da duiñ gant unan a-enep egile er brezel-mañ. --Arko 22 Mez 2010 da 07:42 (UTC)[respont]

Evel kustum eo aesoc'h lakaat un evezhiadenn "neptu" war ur pennad eget kemer perzh el labour d'e wellaat. Bianchi-Bihan 22 Mez 2010 da 07:57 (UTC)[respont]
Ar wech kentañ eo eo lakaan un evezhiadenn neptuegezh. Pa lakaer un evezhiadenn er pennad pe er bajenn Kaozeal evit prederiañ asambles diwar-benn ar pennad n'out ket kontant, ha pa cheñcher ur pennad skrivet ganit n'out ket kontant kennebeut. Ne m'oa ket gwelet zoken e oa bet skrivet ganit, a hend-all n'am bije ket skrivet an evezhiadenn-mañ rak gouzout a ouzon mat da zoareoù... An eil frasenn an hini eo n'eo ket neptu, anat dit. N'hallez ket gouzañv e vefe cheñchet un destenn skrivet ganit avat, difennet eo ganit. Te soñj dit bezañ perc'henn "da" bennadoù, amañ emañ an dalc'h. N'emaon ket o vont da dabutal pelloc'h, me zo skuizh. Keno. --Arko 22 Mez 2010 da 11:10 (UTC)[respont]
Gwelout : Wikipedia:Tagadennoù personel. Bianchi-Bihan 22 Mez 2010 da 12:34 (UTC)[respont]
N'eo ket fall bezañ doujus ha seven. Iskis eo, met lennet 'm eus ur gaozeadenn damheñvel en un tu bennak all dija... --Y-M D (kaozeal) 23 Mez 2010 da 22:03 (UTC)[respont]

...Hag a vo lennet c'hoazh keit ma ne vo ket displeget splann da dud zo n'eus ket da embann soñjezonoù db pezh a greder gouzout eus personelezh ur c'henlabourer: n'eus harz ebet d'ar gasoni dindan kasketennoù zo. Eus danvez ar pennad, ha netra ken, e rankfed kaozeal amañ. Bianchi-Bihan 24 Mez 2010 da 03:41 (UTC)[respont]

N'eo ket bet komprenet ar pezh e oan o lavaret war a seblant...--Y-M D (kaozeal) 24 Mez 2010 da 09:16 (UTC)[respont]

Gwelloc'h e vije lakaat un titl resisoc'h evel ma kaver er yezhoù all : de:Spanisch-Amerikanischer Krieg, en:Spanish–American War, eo:Hispana-usona milito, es:Guerra Hispano-Estadounidense, fr:Guerre hispano-américaine. --Llydawr 24 Mez 2010 da 10:37 (UTC)[respont]

Ya gwir eo, petra a ginnigez ? Hag ar re all ? --Y-M D (kaozeal) 24 Mez 2010 da 16:29 (UTC)[respont]
Ne ran forzh. Gwelloc'h e kavan gant an deiziad, un dra a bouez en istor. Spi am eus e chomo an anv-se, implijet e spagnoleg ivez, e deroù ar pennad memes tra. Bianchi-Bihan 24 Mez 2010 da 16:33 (UTC)[respont]
Diouzh a welan e ra an holl yezhoù all gant un dra bennak evel Brezel etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet ha hini ebet ne ra gant ar bloaziad.--Trec'hlid mitonet 24 Mez 2010 da 16:41 (UTC)[respont]
C'hoarvezout a ra din lavarout ur sotoni bennak ur wech an amzer, evel d'an holl eta. En taol-mañ avat e ouzon eus petra emaon o komz, ha pa lavaran e vez implijet e spagnoleg ne lavaran ket gaou. Bras eo ar bed spagnolek, un tamm muioc'h evit an hini brezhonek marteze. Neuze n'on ket souezhet o lenn er wiki spagnolek :
  • Este conflicto es generalmente denominado en España el desastre del 98, o Guerra de Cuba y, en Cuba, Guerra Hispano-Cubano-Norteamericana. Es incorrectamente llamado también Guerra Hispano-Americana por influencia de la manera en que se lo conoce en Estados Unidos, Spanish-American War.
Ne ran foeltr forzh ebet penaos e vo anvet gant an dud a labouro war ar pennad (me ne rin ket ken, hag abalamour d'al linennoù hegarat uheloc'h), met karout a rafen e vije meneget en un doare holloueziadurel neptu n'hon eus ket da varmouzañ an titloù stadunanat. Bianchi-Bihan 24 Mez 2010 da 16:52 (UTC)[respont]
Kinnig : gallout a rafemp ober gant "Brezel 1898 etre Spagn hag ar Stadoù Unanet" evel titl (pennañ), ha kaout adkasoù adalek titloù all evel "Brezel 1898" ha "Brezel etre Spagn hag ar Stadoù Unanet". --Llydawr 24 Mez 2010 da 20:03 (UTC)[respont]
Ne ran forzh gant anv ebet, gant ma vo meneget an anv spagnolek spagnolivez er pennad, evel am boa klasket ober en titl. Bianchi-Bihan 24 Mez 2010 da 20:41 (UTC)[respont]