Kaozeal:Brasília (disheñvelout)
Neuz
Daoust ha ne vefe ket gwell lakaat un "i" plaen dre ma ne vez ket implijet al lizherenn í e brezhoneg? Skoilhañ a raio furchadennoù al lennerien ouzhpenn. A-walc'h e vefe menegiñ an anv en e stumm portugalek er pennad din-me.--Kadwalan 12 Gwe 2007 da 11:29 (UTC)
me 'gav din e vefe gwell ober kentoc'h gant ar stumm orin leun e titl ar pennad pennad ha neuze sevel adkasoù diwar an hevelep stumm hep tamm sin diakritek ebet evit aesaat ar c'hlask - evel-se eo bet graet gant an anvioù tud da skouer betek hen. Neal (Kaozeal) 12 Gwe 2007 da 11:47 (UTC)
- Ya, kement-mañ am oa displeget da Rufus: ret sevel pajennoù adkas bewech ma vez implijet en un titl ul lizherenn na vez ket kavet e brezhoneg. Evel-se e vez doujet d'ar reizhskrivadur gwir hep na vije ur skoilh d'al lenner. Benoni (Kaozeadenn) 12 Gwe 2007 da 12:04 (UTC)
- Ur reizhskrivadur "gwirion" er yezhoù all. Padal ne vez ket implijet an arouezennoù diakritek-se e brezhoneg. Din-me ez eo un tamm e-giz skrivañ e lizherennoù kirillek ! N'on ket glannyezhour ha gwir eo ez eo aes ober e-giz-se evit envel ar pennadoù er wikipedia abalamour ma'z eus adkasoù. Koulskoude n'eo ket aes tamm ebet da skrivañ e korf an destenn gant hon touchennaoueg evit ar pep brasañ eus an dud. Ret e vefe d'an dud deskiñ skrivañ nouspet arouezenn ouzhpenn hag e pe lec'h o lakaat evit o skrivañ e-giz e yezhoù all ha n'anavont ket pa vez ken diaes all dija lakaat anezhe da skrivañ en un doare prop alies, dreist-holl ar pep brasañ na ra ket kalz a van ouzh ar reizhskrivadur, pe da skrivañ hepken. Emeur o tanzen sevel ur gwir luzietez ma kendalc'her e-giz-se. --Kadwalan 12 Gwe 2007 da 12:58 (UTC)
- An anv "ofisiel" e brezhoneg, hervez an Here, a zo Brasília. Benoni (Kaozeadenn) 12 Gwe 2007 da 13:32 (UTC)
- Dibab ofisiel un embanner n'eus ket anezhañ ken eta. Ma vije sellet ouzh ar poell e welfemp Brazil/ Brazilia en un tu, ha Brasil/Brasília en tu all. Bianchi-Bihan 25 Mae 2008 da 08:12 (UTC)