Kaozeal:Attila
Neuz
An Hun(ed) pe Ar Hun(ed) ?--Prieladkozh (kaozeal) 26 Eos 2018 da 09:59 (UTC)
- Ho saludiñ ; an dirak h bepred, hervez F. Kervella : Yezhadur bras ar brezhoneg §369, pa ne zeu ket an h-se eus kemmadur ur gensonenn estreget n, t, d ; gwelit ivez R. Hemon : A Historical Morphology and Syntax of Breton §72, e brezhoneg e Yezhadur istorel ar brezhoneg (Hor Yezh, 2000) ; c'hwezhet eo an /h/ en Hun evit abegoù gerdarzhel (turkeg), ha blotaat a ra el liester -ed goude ar ger-mell > "an Huned" eta, a soñj din. – A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 26 Eos 2018 da 10:56 (UTC)
- A-du ganeoc'h penn-da-benn, ya. Strafuilhet e oan bet o lenn ar frazenn « D’ar memes mare, Attila, lezhanvet « Gwalenn Doue », mestr bras eur boblad gouezidi, ar Hunned, a oa bet trec’het demdost da Chalons, gant Aëtius, jeneral romen, ha Merove, roue ar Franked. » amañ goude bezañ he c'havet e Devri... Gwellañ soñjoù.--Prieladkozh (kaozeal) 26 Eos 2018 da 13:51 (UTC)
N'ez eus drouk ebet hag ne servij da netra. Me ma-unan e oan diasur gant se. JC Even. --Dreist an Amzer 26 Eos 2018 da 14:09 (UTC)
- Ne gomprenan ket gwall vat ho respont : petra 'ta « ne servij da netra » ?--Prieladkozh (kaozeal) 26 Eos 2018 da 14:47 (UTC)