Kaozeal:Assam

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Assam pe Asam ? Soñjoù hag arguzennoù mar plij ! --Llydawr 31 Gen 2009 da 20:39 (UTC)[respont]

en asameg n'eus ket met un 's'. deuet eo ar c'hiz e yezhoù all ar bed war a welan d'ober gant ar stumm saoznekaet gant daou 'ss' evit chom hep distagañ 'z' hervez reolennoù reizhskrivañ ar yezh-se. e brezhoneg avat n'eo ket dav ober gant daou 's'. met ma vez brezhonekaet skritur anv 'As(s)am' e vefe poellek ober er memes mod gant an holl anvioù-lec'h eus India, kea? N'oûn ket tre e gwirionez, techet e vefen me d'o brezhonekaat holl hervez bep o anv orin ha da sevel adkasoù diwar stummoùa anavezetoc'h, met ne gred ket din e plijfe d'an holl. Neal (Kaozeal) 1 C'hwe 2009 da 09:48 (UTC)[respont]
D'am soñj eo sklaer a-walc'h evit ober gant Asam eta. Met n'eo ket un abeg evit "brezhonekaat" ur bed ha n'eo ket brezhonek e anvioù. Bianchi-Bihan 1 C'hwe 2009 da 10:55 (UTC)[respont]