Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Arz breizhek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Savet eo bet danvez ar pennad-mañ gant Armel ar Sec'h bet prezidantez Poellgor an Tarv.

Marteze e c'hallfe bezañ lakaet en ur pennad anvet Poellgor an Tarv? Dindan an titl arz breizhek e c'hortozer ur pennad istorel, kentoc'h neptu, a gav din. Met alioù all zo moarvat. Bianchi-Bihan 12 Gwe 2008 da 13:43 (UTC)[respont]

Neptuekaat ar pennad

[kemmañ ar vammenn]

Setu 'm eus aon e vo kavet neptuekoc'h bremañ ar pennad gant an troc'h em eus graet er fin. Gant ma vo kavet dellezek a-walc'h bremañ da vezañ evel ur seurt pennad diazez a c'heller brodañ diwarnañ dre dermeniñ an holl arzourien a zo bet graet anv anezho. A-bouez eo seurt pennadoù, setu perak em boa goulet gant Armel ar Sec'h kas anezhañ din da zifaziañ (difaziañ a zo d'ober c'hoazh) ha da embann amañ, daoust ma oa dibenn ar pennad ur galv hag a oa marteze re hiniennel ha tuet war-du difenn hon identelezh. An dra-se marteze nend eo ket diouzh ar c'hiz ? ! Krediñ a ra din koulskoude ez eo pouezus kaout ur pennad a seurt-se evit komz eus arz Breizh ha breizhek. Un dra hon eus aze da ginnig d'ar Bed. Penaos e vo tennet ar groaz ruz bremañ a zidalvoudeka ar pennad ? GK

D'am soñj eo mat tre lakaat pennadoù diwar-benn mennozhioù er c'hazetennoù brezhonek, ha degouezhout a rae mat evel ma oa da gentañ. Met er wikipedia n'eo ket tre an doare: fedoù. Meur a zoare-ober zo d'am soñj:
  • a) pe kemm ar pennad ("neptuekaat" evel ma lar lod): n'on ket sur eo an doare gwellañ
  • b) pe kemm an titl hag embann ar pennad, galv hag all, gant un titl a zereo gwell: Manifesto Poellgor an Tarv, am boa kinniget. Rak daou dra disheñvel eo an Arz en un tu, hag an doare da welout an arz en tu all. Bianchi-Bihan 15 Gwe 2008 da 12:35 (UTC)[respont]