Kaozeal:Arkitektouriezh c'hotek
Fazi en titl : Reizhañ evit Arkitektouriezh c'hotek (zh + kemmadur)Fulup 12:50, 8 August 2005 (UTC)
Pennvad n'eo ket ur ger dibabet mat da'm soñj. Ne weler ket mat petra ez eus bet fellet lavaret. Fulup 12:59, 8 August 2005 (UTC)
Evit an titl em eus heuliet an dornlevr Istor-Geografiez TES 5vet (tr. gant Pêr Drezen). Petra ober? Marteze n'eus ket ret ober gant ar c'hemmadur-se? Mat eo klotañ gant ar pezh a vez desket d'ar yaouankiz, met mat eo reizhañ ivez
N'eo ket mat pennvad : ret eo kavout ur ger evit grand oeuvre.
Ch. Rogel 15:12, 8 August 2005 (UTC)
Evit reolenn ar c'hemmadurioù en anvioù-gwan em eus lakaet un notenn war bajenn Talk pennad Neal war al lizherenneg Kirillek evel ma c'houlenne. G a ya da C'h ent naturel goude un anv-kadarn benel. War Geriadur Brezhoneg an Here (GBAHE), pennad gotek, e kavi skouerioù eus implij ar ger gant ar c'hemmadur. Evit Grand oeuvre em befe graet a-walc'h gant Pennoberenn zo anavezet mat. Plijus eo ar pennad a-hend-all. Plijus eo ivez gwelet skeudennoù. Klasket em eus gouzout hiroc'h war an doare da dreiñ skeduennoù pe kartennoù met n'on ket deuet a-benn. Gouzout a rez hiroc'h ? Fulup 16:52, 8 August 2005 (UTC)
Brezhonekaat ar skeudenn
[kemmañ ar vammenn]A-raok brezhonekaat ar skeudenn e ve mat en em glevet war ar c'heriaoueg. Setu amañ ar gerioù a zo da lakaat e brezhoneg :
- Arc-boutant : Gwareg skorañ
- Arc brisé : Gwareg kamm
- Colonne fasciculée : Kolonenn feskennet
- Contrefort : Azvoger pe Harpell
- Nervures : Nervennoù
- Pinacle : Nein pe Lein
- Voûte en arête : Bolz vegek
Petra 'soñj deoc'h ?--Yun 5 C'hwe 2006 da 09:35 (UTC)