Kaozeal:Anvioù-badez saoznek
Neuz
- Nann saoznek eo an darn vuiañ eus an anvioù-se, adalek penn-kentañ al listenn : Abraham, Adam, Albert, Augustus, Basil, Benjamin, Bernard, Charles, Christian, David... Anvioù-badez roet er broioù saoznek int. — Lagad Zoltec (kaozeal) 11 Du 2017 da 17:44 (UTC)
- Ali personel. Er wikipediaoù all evel er broioù saoznek int gwelet evel anvioù saozneKBianchi-Bihan (kaozeal)
- Er Wikipedia alamanek eo renket an anvioù Adam, Albert, Basil, Benjamin, Charles, David... er rummad de:Kategorie:Englischer Personenname. Er Wikipedia gallek e kaver Abraham, Charles, David... en ur roll anvet fr:Liste de prénoms anglais. Da'm soñj e c'haller ober heñvel er Wikipedia brezhonek.--Hans Abherve (kaozeal) 11 Du 2017 da 21:02 (UTC)
- Anvioù zo a gaver e meur a yezh, ne vern o orin. Anvioù gresianek ha hebreek zo en holl yezhoù Europa. Abraham zo gallek kenkoulz ha saoznek, bout ma'z eo paotoc'h en eil yezh evit en eben; Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Du 2017 da 21:31 (UTC)
- Amañ memes tra, doare 12 Du da 16:54 [1] zo kalz gwell. Ha da vihanañ e oa lakaet an anv merc'hed hag an anvioù paotred war ar memes renk, ha n'eo ket e traoñ ar porzh.--92.135.64.86 12 Du 2017 da 18:08 (UTC)
Implij a ran ar pennad-se alies abaoe pell, ha gouzout a ran petra am eus ezhomm da aesaat al labour, ha n'eo ket da sorc'hennoù personel a aesao din al labour. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Du 2017 da 18:31 (UTC)
- ANZAVADENN! Ober a rez an traoù evit da vad, ha n'eo ket evit mad al lennerien (lakaet da "sorc'hennoù personel")--92.135.198.100 12 Du 2017 da 18:57 (UTC).
- Keñveriañ a c'hallez al labour am eus graet ha da hini war ar pennad (ne gomzan ket eus ar pennadoù all) abaoe 2014 ... Sklaer a-walc'h... din n'eo ket un dachenn-c'hoari... Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Du 2017 da 19:58 (UTC)
Emichañs e chomo an doare-mañ eus ar pennad rak kalz plijusoc'h eo da lenn, hep mar.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Du 2017 da 14:55 (UTC)
- ... Hag eo ! Evit al lennerien emañ Wikipedia. --80.12.110.201 14 Du 2017 da 15:37 (UTC)!
- Trugarez deoc'h ho-taou! An danvez da lenn ennañ zo bet lakaet ganin, war-bouez un draig dister bennak, pa seller ouzh istor ar pennad. Daoust da vragerezh an IP dizanv n'en deus lakaet anv ebet ouzhpenn, nemet tennet en deus Matilda, al lampon. Ret e vo adlakaat.
- Traoù zo chomet un tamm a-dreuz : ma c'hall ar re a gav brav ar stal peurvravaat, ne vo ket nemet bravoc'h a se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Du 2017 da 18:04 (UTC)
- A-douez an "traoù dister" bet ouzhpennet gant 193.252.205.132, ha "n'en deus lakaet anv ebet ouzhpenn", emañ Elton, Kevyn, Heather, Tabatha, Theresa... No comment. — Lagad Zoltec (kaozeal) 14 Du 2017 da 20:16 (UTC)
- Ya, ha savet ar pennadoù gantañ ouzhpenn! pe chomet int da sevel? No comment! Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Du 2017 da 06:45 (UTC)
- Fazi ganit : da gamarad n'eus bet graet tamm pennad labour ebet : sell mat : https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/:193.252.205.132 . Diaes c'hoari gant an IPoù, faziañ a c'haller a-wechoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Du 2017 da 06:50 (UTC)
Met piv e c'hall bezañ ar freuzer?
[kemmañ ar vammenn]Tud zo a gav a-bouez lakaat ur patrom en ur pennad, ha dre zindan, lemel danvez holloueziadurel. https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Anvioù-badez_saoznek&diff=prev&oldid=1775192. Pegen brav ! Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Du 2017 da 06:42 (UTC)
Cinderella
[kemmañ ar vammenn]Cinderella, Cindy a oa skrivet, ar pezh a zo diwir.
- Cinderella n'eo ket un anv-badez saoznek a roer d'ar merc'hed ; troidigezh an italianeg Cenerentola eo, diwar lesanv ar sklavez er gontadenn anavet evel Luduennig. Piv a yaje da reiñ an anv reuzius-se d'ur plac'hig, a hent all ?
- Cindy n'eo ket ur berradur eus Cinderella, evel-just, eus Cynthia ne lavaran ket ; cf. ar pennad saoznek ; lakaet em eus Cindy da heul Cynthia neuze. — Lagad Zoltec (kaozeal) 18 C'hwe 2018 da 16:49 (UTC)