Kaozeal:Anvioù-badez gallek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ken nemet evit lakaat anat siriusted ar bajenn-mañ, setu amañ an anvioù-badez a zo war deiziadur ar bomperien evit Genver ha C'hwevrer (hepken !) ha n'emaint ket er pennad :
Nina, Prisca, Barnard, Maurenn, Gildas, Ella, Julienne, Gabin, Modeste, Nestor.
Bremañ eo ret termeniñ resis petra eo an anvioù-badez "gallek".

  • Anvioù a vez roet d'o bugale gant ar C'hallaoued hag a zo e marilhoù ar c'humunioù ? Kevin ha Jennifer zo ; ret e vefe ouzhpennañ an anvioù brezhonek, elzasek, euskarek, flandrezek, katalanek, korsikek, okitanek, ha ne vefe mui anvioù gallek ken, pe dost (stumm provañsek Louis eo Loïc).
  • Anvioù gallek-rik ? Ret eo skarzhañ Thècle ha Vanessa, a-douez reoù all, ha ne chomo nemet un 10% bennak eus al listenn.
  • Anvioù latin (Auguste), hebraek (Sara), germanek (Adolphe), rusek (Tatiana) hag all a zo bet gallekaet ? N'int ket gallek neuze, evel Maëlys a zo unan eus stummoù gallekaet ar brezhoneg "Maelez".
  • Anvioù ar sent kristen katolik roman ? N'int ket gallek dre ret (Edwige).

Anvioù a vank, evel-just, dre ec'honder an dachenn : Baudoin, Cunégonde, Guillemette, Hildegarde, Pomme (sell, gallek eo hennezh !),
Lod anvioù el listenn n'int nemet stummoù deveret (Babette, < Élisabeth – ha n'eo ket gallek).

A-hend-all, dilennus eo ar pennad : diwar an hini italianek eo bet bangounellet, sklaeroc'h a-galz eo an doare gallek (ha klokoc'h, met ken diresis a-fed danvez – petra eo "gallek" pa gomzer eus anvioù, adarre ?) ; un anv dre linenn, ur vizer d'an daoulagad ! ; n'eus tamm displegadenn ebet d'an anvioù (bez' ez eus e galleg) ; n'eus tamm daveenn ebet.

Ur pennad holloueziadurel kopiet hep prederiañ pelloc'h, dre zigasted (1 bajenn ouzhpenn em c'honter-me), landreantiz (perak treiñ resisadurioù ar galleg, ha ret e vefe gwiriañ, daveiñ ha me 'oar-me) ha diouiziegezh (i. e.).

Ha se eo er Wikipedia brezhonek, hervez aozer ar "pennad" ? Peadra da tec'hel kuit d'ar pimperlamm !--90.32.112.172 9 Ebr 2016 da 21:14 (UTC)[respont]

Tec'h, tec'h, tec'h, n'eo ket amañ 'mañ da lec'h, nag amañ nag e neblec'h. 86.214.41.237 10 Ebr 2016 da 17:07 (UTC)[respont]