Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Amzer-dremenet tostañ

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

E gwirionez n'eo ket un amzer yezhadurel rik "o paouez ober un dra bennak" met kentoc'h un arvez (pe neuz), disheñvel-krenn diouzh ar pezh a reer anezhañ "proximal tense" implijet gant ar yezhoù bantouek. Disheñvel eo ivez diouzh an amzerioù rik all e brezhoneg dre ma vez savet diwar implij un elfenn gantañ un arc'hwel adverb-heñvel kentoc'h evit dre displegadur eeun pe kevrennek (implij ur verb-sikour) ar verb. Neal (Kaozeal) 1 Ebr 2009 da 12:53 (UTC)[respont]

Mat-kaer. Eus kement-se e c'haller komz er pennad ivez. Un amzer-da-zont tost zo ivez e brezhoneg, evel e yezhoù all. Bianchi-Bihan 1 Ebr 2009 da 13:07 (UTC)[respont]
Komzet eo bet. Mar fell dit ouzpennañ un draig bennak diwar e benn er pennad "amzer-da-zont (yezhoniezh)" gwell a se. Met re eo diwall memstra, rak n'eus e gwririonez nag amzer-dremenet tost e brezhoneg nag amzer-da-zont tost: arvezioù int. Gwir eo, diouzh an tu all, e vez kemmesket koulz gant Roparz Hemon ha gant Kervella amzer hag arvez (pe "neuz"), daoust da gKervella mennegiñ an neuzioù. Setu perak eo diaes a-wezhoù o lakaat o-daou da dave war un dachenn aet kalz war diorren abaoe... Neal (Kaozeal) 1 Ebr 2009 da 13:14 (UTC)[respont]
Ma! Bez e c'haller komz anezho, ha lavarout kement-se er pennad . Ne welan droug ebet. Bianchi-Bihan 1 Ebr 2009 da 13:22 (UTC)[respont]
Ha graet eo bet evel-hen. A-du omp neuze an eil pe egile. Neal (Kaozeal) 1 Ebr 2009 da 14:17 (UTC)[respont]