Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Akademiezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Gant akademiezh e vez graet e brezhoneg (gw. geriadur An Here da skouer). Benoni (Kaozeadenn) 11 Eos 2007 da 10:10 (UTC)[respont]

Akademi(ezh)

[kemmañ ar vammenn]

An daveoù zo lies evel ar geriadurioù : Akademi => Favereau...

  1. Ur stumm berroc'h eo ha
  2. Akademiezh a dalvez kement hag académisme, academism.

--MP 11 Eos 2007 da 10:16 (UTC)[respont]

Favereau n'eo ket un dave a implijfen war an dachenn-se... Ofis ar brezhoneg a ra gant Akademiezh. Académisme a vije kentoc'h Arz akademikel e brezhoneg... Benoni (Kaozeadenn) 11 Eos 2007 da 10:24 (UTC)[respont]
Me 'm eus teuziet meur a dra gant ma respont
Da gentañ, evit ar stumm Akademi, e-barzh ar geriadur embannet gant Favereau emañ. Ouzhpenn an dave e soñjan (ma-unan) eo gwelloc'h ar stumm-se (eget Akademiezh) peogwir eo ur stumm berroc'h.
Da eil, en ur glevout ar ger akademiezh e soñjfen-me kentoc'h en naoutur : evit un arzour da heuliañ reolennoù en un doare strizh.
Da drede, Académisme / Academism pa gomzer a liverezh zo kaset da peinture académique / Academic art e-barzh ar WP en galleg / saozneg. Ha gwir eo e ve gwell' ober e-mod-se.

--MP 11 Eos 2007 da 10:40 (UTC)[respont]

Ar berrder n'eo ket un arguzenn. War lerc'h: geriadur Favereau a zo bet savet gant un den e-unan, hag eñ atav o klask stumm gallekañ ar gerioù na vezont ket implijet gant peizanted bro Poher. Ne c'heller ket keñveriañ ar geriadur-se (a c'hell servijout a-wechoù evel-just) gant hini an Here, pe gant labour Ofis ar brezhoneg, a zo labourioù a-stroll, gant un arliv ofisiel ouzhpenn-se evit kinnigoù an Ofis. Benoni (Kaozeadenn) 11 Eos 2007 da 10:46 (UTC)[respont]
N'eo ket ur si labourat e-unan : en:Samuel_Johnson.
Ne fell ket din difenn Favereau na difenn implijañ e skridoù.
Adkemeret eo bet gantañ geriadurioù ha geriaouegoù ha rolloù savet en amzerioù kozh ha nevez (gerioù SADED ha Preder en o zouez).
Evit arguzenniñ diwar-benn al labour a-stroll e c'hellfen lavaret eo bet adkemeret gant ar furm akademiezh ur ger ijinet gant un den nemetken (Grand dictionnaire français-breton gant Frañsez Vallée, 1931)
filologiezh (gresianeg) > academia (latin) > accademia (italianeg, krennamzer) > académie (galleg, 1508) > akademi (brezhoneg, penn kentañ XVIIIvet kantved). Pezh a ra tri c'hantved.
[1931 : *akademiez].
N'eo ket un arguzenn un arliv ofisiel.
Evit pezh a sell problem ar galleg : akademi / academy / académie. Ur ger latin-ha-gresian eo a-benn ar fin. --MP 11 Eos 2007 da 12:16 (UTC)[respont]

Kemm zo bet degaset er yezh un tamm abaoe an XVIIIvet kantved. Akademiezh a vez implijet er geriadurioù ha levrioù a vremañ. Bianchi-Bihan 26 Eos 2007 da 05:22 (UTC)[respont]

A-du emaon gant Bianchi-Bihan ha Benoni. Geriaoueg Diwan ivez. --Kadwalan 26 Eos 2007 da 19:21 (UTC)[respont]
Anat eo ne vo ket degemeret "akademi", p'eo ur giladenn e-keñver emdroad ar yezh skrivet keit muioc'h eget ur c'hantved. N'eus ket tu kemer Favereau evel meneger ar yezh skrivet. N'eus nemet kompren penaos en deus savet e geriadur : savet en deus un tezenn war ar brezhoneg komzet tro-dro da Boullaouen ha n'eus ket un estonn klevet ur bern gerioù gallek gant tud n'o deus na kelaouennoù, na levrioù evit gouzout petra eo ar brezhoneg skrivet (un diforc'h a zo etre al live komz hag al live skrivañ e pep yezh gant un hengoun lennegel). Goude-se en deus ouzhpennet ar yezh skrivet, met pa oa paotr ar brezhoneg komzet en deus klasket lakaat ur seurt kempouez. Er mare-se e soñje ivez e c'hellfe an etrerannyezhel laaat un dermen d'an emgann etre paotred ar peurunvan ha paotred ar falhuneg : bremañ e ra gant ar peurunvan hag al live yezh skrivet uhel ma ne sav ket ur romant.
Hervez Favereau e vez implijet deskadurezh er Pouc'haer : ur ger implijet gant tud an Iliz e oa ha ne raent ket kalz gant akademiezh.

Evel m'eo bet meneget, e ra mistri an deskadurezh divyezhel gant geriadurioù an Here ha gant geriaouegoù Kreizenn ar Geriaouiñ (Eil Derez Diwan). N'eo ket boaz divskouarn ar vrezhonegerien yaouank da glevet ar ger akademi, war a seblant. --Ch. Rogel 26 Eos 2007 da 21:08 (UTC)<[respont]