Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Évelyne Brisou-Pellen

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ret e vije skarzhañ eus ar pennad ar pezh a zo bet skrivet gant ur sell e-doare ar magazinoù eget e-doare un holloueziadur. Bianchi-Bihan 20 Mae 2009 da 05:00 (UTC)[respont]

Klasket 'm eus kempenn un tamm an destenn. Adkroget em eus da skrivañ o kemer harp war ar pennad e galleg evit ar c'hinnig. --Y-M D 20 Mae 2009 da 08:00 (UTC)[respont]

Listenn al levrioù

[kemmañ ar vammenn]

Ha kavout a reoc'h reizh urzhiañ an titloù evel ma vez graet, ar re nevesañ da gentañ. Boaz e vez eus kozh da nevez kentoc'h. --Y-M D 24 Eos 2009 da 21:42 (UTC)[respont]

Listenn tapet eus n'on dare pelec'h. Me ne ran forzh. Met n'afen ket da c'hoari lakaat en urzh all. Sell ouzh he lec'hienn, met hir spontus eo ar roll!Bianchi-Bihan 24 Eos 2009 da 21:58 (UTC)[respont]

Ganet eo Evelyne Brisou-Pellen e Koetkidan. Ma oar unan bennak eus peseurt Koetkidan a zo kaoz e vefe brav menegiñ an dra-se er pennad (frazenn gentañ). Marteze emañ e Gwern-Porc'hoed, n'ouzon ket re... --Matilin 25 Ebr 2010 da 15:45 (UTC)[respont]

D'am soñj e c'hallez goulenn diganti, dre he lec'hienn. Bianchi-Bihan 25 Ebr 2010 da 16:32 (UTC)[respont]