Kaozeal:Étienne Marcel (skrivagnerez)

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Daoust hag unan bennak amañ a oufe piv a sine Y.-M. G. e-barzh Feiz ha Breiz kentañ ? 86.214.66.90 28 C'hwe 2021 da 16:11 (UTC)

Te? Met sinet ez pefe gant da IP, kentoc'h.
Yann-Vari ar Gall, person ar Folgoad?
Ganet e 1855... pezh a dalvezfe en defe troet Violette pa oa 14 vloaz... 86.214.66.90 28 C'hwe 2021 da 17:23 (UTC)

Yves-Marie Guiavarc'h (1829-1886) marteze ; skrivet Yvonic bed er c'hatekismou e 1867, hag Ar Forest du er memes bloaz.--109.218.130.6 28 C'hwe 2021 da 17:56 (UTC)

Penaos e c'hall Violette (1876) bout bet troet e FhaB e 1869 ?--109.218.130.6 28 C'hwe 2021 da 18:36 (UTC)
Pelec'h hoc'h eus gwelet e ve bet embannet Violette e 1876 da gentañ ? An dastumad Triomphes de Femmes zo bet embannet e 1876, hag e 1883 evit a sell ar seizhvet embannadur, setu a zo skrivet er pennad. Lennit Violette ha Mari a-raok dont amañ da lavarout ne ve ket bet troet Mari diwar Violette... 86.214.66.90 28 C'hwe 2021 da 19:22 (UTC)
N'eus meneg ebet erbet er pennad eus Violette bout bet embannet kent Triomphes de Femmes e 1876, ha heñvel zo skrivet gant ar BnF er bajenn a zo meneget er pennad, hag amañ. Ma'z eo bet embannet Violette a-raok 1876, kemmit ar pennad gant un daveenn.--109.218.130.6 28 C'hwe 2021 da 20:12 (UTC)
N'eus netra da brouiñ aze : a-walc'h eo lenn Violette ha Mari. Anat eo ez eo bet embannet Violette tu bennak a-raok Mari. Kit da furchal e-barzh l'Ouvrier mar karit, c'hwi an hini eo a hañval bezañ sorc'hennet gant bloaziad resis embannadur kentañ an istor-se. 86.214.66.90 28 C'hwe 2021 da 20:36 (UTC)