Kaozeal:Émile Souvestre

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

pennad da vezañ rummataet. Neal (Kaozeal) 8 Gen 2007 da 16:02 (UTC)

Titouroù tennet eus Emile Souvestre, a-raok kendeuziñ an div bajenn: Emile Souvestre a Vontroulez a voe unan a skrivagnerien vrasañ bro-Frañs e pad ar mare romantel. Lakaat a raas àr-wel ur skeudenn vrav a Vreizh en e oberennoù.

1688. Ar roue katolik a Vreizh-Veur Jakez II a dec’has da Vro-C’hall, lakaet er-maez get Gwilhom d’Orange. Get an dud a-dec’h getoñ e oa un Iwerzhonad, Sovester e anv, a yaas d’en em staliañ e Sant-Varzhin-ar-maezioù e norzh Penn ar bed. E ziskennidi a voe anvet Souvestre, Souestre pe Souêtre. Emile Souvestre a voe ganet e Montroulez d’ar 15 a viz Ebrel 1806 en ur familh pinvidik. E miz Du 1818 e yaas er skolaj roueel e Pondi. Lakaet e voe er-maez ag ar skolaj pa skrivas kanennoù enep ar roue. Studiiñ a raas àr-lerc’h e Skol-veur Gwir Roazhon. Mes c’hoant en doa bout skrivagner, setu ma skrivas ur pezh-c’hoari ha dastumadegoù kontadennoù. E 1826 e yaas da veviñ e Pariz. Diskouez a raas e bezh-c’hoari « Le Siège de Missolonghi » d’an Théâtre Français, mes nac’het e voe. Ret e voe dezhañ distroiñ da Naoned da labourat. Met Souvestre a skrive bepred hag a embannas e 1829 ha 1830 daou zastumadeg barzhonegoù. Skriv a ras ivez er c’hazetennoù breizhat. E 1835 e embannas e Gentañ romant : «L’Echelle des Femmes », ur romant evit parder ar baotred hag ar merc’hed. Skriv a raas studiadennoù àr Breizh e kazetennoù parizian anavet èl Le Temps, La Revue des deux Mondes. Embannet e voent en ur levr anvet « Les Derniers Bretons », anavet e voe bet get ar levr-mañ Breizh hag e sevenadur. Emile Souvestre a yaas da chom e Pariz e 1836 evit beviñ ag e skridoù. Skriv ha skriv a raas, dizehan hag e bennadoù a leunias bannoù ar c’hazetennoù parizian. Da 18 vlez e skrivas 15 pezh-c’hoari ha 60 levr diàr Breizh (« Les mémoires d’un sans-culotte bas-breton» (1840), « Le Foyer breton » (1844...)hag ar gevredigezh (« Riche et Pauvre » (1837), «  L’Homme et L’Argent » (1839)…). En e di Bras ag ar FAOBOURC'H Poissonnière e tegemere e vignoned vrasañ : Jules Michelet, Alexandre Dumas, Edgar Quinet… E-pad Dispac’h 1848 en em ginnigas e Penn ar bed evit dilennadegoù ar «Constituante ». Ur c’hwitadenn e voe. Eñ a zaas da vout kelenner e skol Vroadel ar melestradur. Taol-stad Louis Napoléon Bonaparte d’an 2 a viz an Azvent 1851 a cheñchas e vuhez. Souvestre a sikouras e vignoned skrivagerien taget get justis an tirant. E 1853, kanton Neuchâtel e bro Helvetia a Bedas Emile Souvestre da zonet da ober prezegennoù àr ar lennegezh gall. E-pad an XIXvet kantved. Dont a raas en dro da Vro-C’hall klañv mes laouen. Ar-lerc’h an nevez-hañv 1854 e vevas e Montmorency hag e labouras àr e Brezegennoù da zonet da Bro-Suis, pa varvas d'ar 5 a viz Gouere da 48 vlez. Tra iskis : e c’hourdadoù o doa tec’het ag Iwerzhon hag ag ar brotestanted pa oa daet, eñ, da vout protestant e fin e vuhez.