Kaozeadenn Wikipedia:Mouezhiañ n'eo ket ar gwellañ

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Gwelloc'h e vije adenvel: "Mouezhiañ na gemer ket plas ar c'hendiviz", rak mouezhiadegoù a vez war an holl wikipediaoù. Pas trawalc'h war an hini e brezhoneg siwazh. Met evel-just, ur mouezhiadeg na c'hell dont nemet war lerc'h ur prantad kendiviz. Mod all e vije trawalc'h d'ur penn tort derc'hel penn betek ma vije heuget ar re all... Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 22:50 (UTC)[respont]


Ne gomprenan ket perak e skriv Bianchi-Bihan "evit sevel ar pennadoù, ne vez ket mouezhiet peurvuiañ".

  • Pep hini a c'hell boulc'hañ ur pennad
  • Savet eo ar voulc'hadenn koulz hag ar c'hemmoù dindan evezh ar skridaozerien all
  • Ma ne vez savet evezhiadenn ebet, e c'heller kompren ez eus un asant mut betegouzout
  • Ma vez savet un evezhiadenn pe e-keñver talvoudegezh ur pennad pe e-keñver un tamm testenn pe e-keñver ur c'hemm e vez sachet evezh ar re all ha setu ma teu prantad ar gaozeadenn
  • Ma 'z eus muioc'h a dud evit souten ur savboent ez eus ur seurt mouezhiadeg nann-spis (informelle) hag e vez kemmet pe digemmet an destenn gant neb a ya da hanterour ar gumuniezh (ma n'en deus tapet mat he bolontez e vo dislavaret gant un hanterour all)
  • Eus ar gaozeadenn e c'hell ar skridaozerien mont da gompren ez eus ur bennaenn da staliañ (furmoù, urzh an daveoù, poentadur, rannadur an anaoudegezhioù hag all). Diouzh-se e kemer unan bennak un intrudu da sevel ur vouezhiadeg (sellit ouzh ar re nebeut a zo bet aozet ar wiki-mañ)

Un demokratelezh diehan eo ar Wikipedia salv ma vez konduet kendivizoù sirius (da lavaret eo en ur degas anaoudegezhioù frammet mat ha chom hep lakaat an c'hendivizoù war ar pajennoù personel). Mouezhiet e vez didrous betek ma vo kinniget mouezhiañ didro war ur c'hemm pe ur framm skrivañ nevez bennak ha tro ha tro. --Ch. Rogel 17 Mez 2007 da 23:42 (UTC)[respont]

Ya, a-du penn-da-benn (evel-se eo displeget war ar wikipedia saosneg): mat vefe dit lakaat an displegadenn sklaer mañ war bajenn ar pennad. Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 23:57 (UTC)[respont]
Pep hini a gav neuze pezh a gar e wikipedia. Te a lar : Un demokratelezh diehan eo ar Wikipedia. Me a lenn e saozneg : wikipedia is not a democracy. N'em eus ket ijinet ar pennadoù saoznek. Ma'm eus troet a-dreuz, lavarit din pelec'h. Gallout a rit ober al labour ivez em lec'h. Talvoudusoc'h e kavan treiñ Picasso, pe traoù all, kentoc'h evit pajennoù evel-se.
Te a lar: Ne gomprenan ket perak e skriv Bianchi-Bihan "evit sevel ar pennadoù, ne vez ket mouezhiet peurvuiañ". Feiz, gwir eo kouklskoude. Ret eo jediñ pet pennad a vez savet hep mouezhiañ, ha pet gant mouezhiañ evit prouiñ pezh a laran? N'eo ket sirius.
A-hend-all, dre vras on a-du ganit. Bianchi-Bihan 18 Mez 2007 da 06:23 (UTC)[respont]