Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Wikipedia:Merourien

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Perak eo bet lamet melestrour/er a zo bet an termen kentañ hep goulenn ali ar re all? Spi am eus ne vo ket graet evel-se gant ar verourien/melestrourien. Ch. Rogel

  • N'eo ket bet lamet Melestrour peogwir e ouzon out dik gant an termen-mañ. N'em befe ket kredet en ober dre heg. Emañ c'hoazh en e blas, Na'z peus eus ken nemet mont da welet war Wikipedia:melestrour. Ar pezh am eus graet eo distagañ an adkas az poa-te savet evit adkas pennad merour da melestrour hep goulenn ali den ebet kennebeut din da c'houzout. Te az poa graet gant melestrour war ar pajennoù savet ganit. P'eo bet troet an etrefas eo bet implijet ar termen merour. War Commons ha war ar pajennoù meta bet troet e brezhoneg e vez graet gant merour ivez. Kavout a ra din e ra koulz lavaret an holl implijerien all gant ar ger merour ivez. Roet em boa dit arguzennoù evit implij merour. Sell da gentañ e-barzh geriadur an Here evit diforc'hioù implij melestrour ha merour. Betek-henn n'eus bet diviz ebet war implij an termenoù-se. Setu ne welan ket perak n'hallfen ket ober gant merour er pajennoù savet ganin pe klokaet da vat ganin. Ma teu an dra-se da vezañ un afer Stad ne vo ken nemet aozañ ur vot war se ha mat pell zo. Gant ma vo tud a-walc'h dedennet gant ar c'hraf-mañ evit mont da votiñ. --Fulup 25 Gen 2006 da 21:18 (UTC)[respont]

Afer obererezh Neal evel merour

[kemmañ ar vammenn]

Goulenn a ran ouzh Neal chom evel merour. Koulskoude n'eo ket bet e gondu direbech, met p'en deus graet meur a dra dreist evit ar wiki brezhonek, ret eo kempouezañ ha kompezañ an traoù.
Evit ma ne vo kudenn ebet e vefe ezhomm :

  1. Dilenn meur a verour
  2. Kendivizoù etrezo a-raok kemer an divizoù bras
  3. Kavout gwelloc'h lezel an traoù a seblant faos pe "enep spered pe bennaennoù ar wikipedia" da "repoziñ" e-korf un amzerig. Ar pezh a vo da chañch a vo chañchet er sizun pe er bloaz a zeu : pep labour a c'hell bezañ eilpennet pe deuziet pe adskrivet penn-da-benn.

Evit gwir e oan lies a-walc'h a-du gant traoù zo a skrive Neal da Bianchi-Bihan, met ne welen ket peseurt mall a oa mont da reizhañ diouzhtu. Gwelloc'h e vije bet goulenn ali an holl war ar pajennoù ar c'hendivizoù reolata.
Koulskoude e adlavaran sklaer n'eus tu ebet goulenn "labourat e peoc'h" evel m'eo bet goulennet gant Bianchi-Bihan ha Bernez Bernioù, rak un "dever" pe un "tech mat" eo evit pep skridaozer sellout ouzh ar pezh a zo skrivet hag ober reizhadennoù bihan dindan an eilenn ma ve tu. Met, un harz a zo : ret eo chom hep kinnig an c'hemmoù bras hag chom hep diskar a-daol-trumm. D'ar gumuniezh eo da reiñ e ali (pe asantiñ en ur chom sioul) pa vez kinniget ur c'hemm bras.--Ch. Rogel 23 Du 2006 da 23:47 (UTC)[respont]

Galloudoù kreñv an implijerien

[kemmañ ar vammenn]

Ne gred ket Bianchi-Bihan e ya galloudoù eilverourien gant an implijerien. Miret em oa em soñj e veze skrivet sklaer an dra-se war ar Wikipedia gallek. Keñveriet em eus ar bajenn gallek Administrateur he zitl hag e droidigezh gant Fulub.
Siwazh n'eo ket bet troet ur frazenn e-lec'h m'eo displeget e c'hell ober kalz a draoù un implijer evit kempenn ar Wikipedia kenstur gant ar verourien. Setu perak em eus lakaet anezhi.
Pelloc'h en destenn gallek emañ ur ranbenned a-bouez war ar pezh a c'hoarvez ma teu cheu etre ur merour hag un implijer. Sañset ne c'hell ket ur merour kendalc'h gant ur brezelig war ar skridaozañ hag e tle kas anezhañ dindan tredeogiezh ur merour all. Allas, ne c'helle ket Neal goulenn gant ur merour all! Met tredeogiezh an implijerien a veze da c'houlenn memestra. Ha e vo e gredan. Ouzhpenn-se piv a gendalc'ho gant an droidigezh p'hon eus da dermeniñ spisoc'h penaos e c'hell ar verourien seveniñ o c'harg. --Ch. Rogel 24 Du 2006 da 22:46 (UTC)[respont]