Kaozeadenn Wikipedia:Kumuniezh/votadeg evit merourien C'hwevrer 2006
Me ouie mat e afe d'ober ur seurt farsadenn an dilennadegoù-se ! 7-9 voter ha 3 dilennet. 4-6 den evit reiñ un asant da 3. Ne veze nemet un degad tud o labourat ingal. Re abred eo ha savet diwar abegoù dister. Siwazh n'eus ket tu mont dirak ur barner melestradurel. ;-) - --Ch. Rogel 7 C'hwe 2006 da 00:04 (UTC) - melestrour a renk izelañ.
Perak re abred ?
evidon-me ret eo kregin gantan !
9 voter ouzh 186 implijer a ra wa-dro 5%, n'eo ket ken fall
Labour a zo evit melestrourien : war-dro 30 pennad da nullan, sevel patromoù nevez hag all, hag all... kit da welet wikipediaoù-all :
- wikipedia kembraeg : 3960 pennad, 316 implijer, 5 melestrour
- wikipedia gouezeleg bro Skos : 2519 pennad 251 implijer 3 melestrour
--Paotr 7 C'hwe 2006 da 07:16 (UTC)
- Re wir, ne welan ket pelec'h emañ ar farsadenn amañ. Merourien zo er wikioù all abaoe pell hag int kalz disteroc'h alies. Ouzhpenn eo sklaer o deus kemeret perzh er votadeg an holl dud a labour ar muiañ war Wikipedia, war-bouez Ch. Rogel en deus nac'het kemer perzh er vot evit abegoù a sell outañ. N'eo ket sañset ar verourien komz en anv an holl, n'eus ket politikourien anezho. N'o deus ket da vezañ dilennet gant degadoù a dud eta. Kit da welet un tamm war ar wikioù all, memes gant ar yezhoù brasañ evel ar galleg pe ar saozneg e vez poan mont en tu all da 20 pe 30 den o votiñ. Ar pezh a gont eo kaout tud a-youl vat hag a-feiz vat, prest da reiñ un tamm eus o amzer evit renkañ ar fazioù bet graet gant hemañ-henn hag a zo gouest da naetaat ar wikioù un tamm o tiverkañ ar pennadoù faziek renablet war pajenn ar pajennoù da nullañ. Ret eo mont war-raok gant an dud a zo ha n'eo ket gortoz e teuje kantadoù a dud a-benn 10 vloaz evit aozañ dilennadegoù. Kenderc'hel a ran da gavout souezhus an emzalc'h-se a rebech ouzh an dud a vezañ diktatourien eus un tu evel m'eo bet skrivet gant Rogel meur a wech hag a nac'h e vefe aozet dilennadegoù eus an tu all. Evidon-me, lavaret eo bet ar votadeg-mañ ur farsadenn zo ober fae war an dud o deus kemeret perzh ennañ hag a zo dres an dud oberiantusañ war ar wiki-mañ. --Fulup 7 C'hwe 2006 da 08:57 (UTC)
Pa ne gavan ket abeg evit un dilennadeg gant un niver ken dister, n'on ket evit enebiñ outi koulskoude. Grit al labour ho-peus da gas a-benn. hep ankounac'hat eo ret goulenn ali ar re all evit an traoù a-bouez. Gwir eo eo bet dilennet ar re oberiantusañ, met dipitus eo o welout n'eus kalz muioc'h a dud o labourat war ar wiki brezhoneg. Labouromp ha e tigresko niver ar skridaozerien diwar an disoc'hoù. --Ch. Rogel 8 C'hwe 2006 da 23:46 (UTC)