Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Wikipedia e peurunvan

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Digeriñ a ran amañ ur c'hendiviz reoliata evit ma vije lammet kuit ar patrom {{peurunvan}} ha diskleriet ar peurunvan evel skritur ofisiel ar wikipedia brezhoneg. Ar bajenn-mañ a zo evit lakaat o soñj ha klask sevel ar goulenn(où) a vo lakaet da vezañ votet goude-se. Benoni 14 Kzu 2006 da 23:54 (UTC)[respont]


Kaozeadenn adkaset eus ar bajenn Kaozeadenn Patrom:Peurunvan:[kemmañ ar vammenn]

Daoust hag-eñ e dalv ar boan derc'hel ar patrom-mañ? An holl pennadoù a zo e peurunvan koulz lavaret... Ha pouneraat a ra laez ar bajenn... Benoni 14 Kzu 2006 da 08:49 (UTC)[respont]
Anzav a ran bezañ skarzhet ar patrom meur a wezh diouzh pennadoù. MP 14 Kzu 2006 da 08:56 (UTC)[respont]
a-du me ivez evit e skarzhañ.--Neal 14 Kzu 2006 da 10:08 (UTC)[respont]
  • Ya, ne servij ket da netra. Poent eo anavezout ur wech da vat eo ar peurunvan doare-skrivañ a-vremañ ar brezhoneg. Wikipedia en ziskouez splann a-walc'h. Lakaomp votiñ war ar reolenn ziazez-mañ hag echu gant an afer-se. Fulup 14 Kzu 2006 da 22:04 (UTC)[respont]
Pa vo lakaet votiñ , mat e vo degas da soñj, ma c'haller, pet pennad, ha pet dre gant a bennadoù, n'int ket e peurunvan, abaoe krouidigezh ar pennad kentañ. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2006 da 22:10 (UTC)[respont]
D'am soñj n'hellimp ket kontañ pegement int e pep skritur. MP 15 Kzu 2006 da 13:35 (UTC)[respont]
evidon-me ret eo lezel an nor digor evit an doareoù-skrivañ all, marteze e vefe mat krouiñ patromoù evito ha dilezel ar patrom Peurunvan --Paotr 15 Kzu 2006 da 10:02 (UTC)[respont]
yezh ofisiel e-barzh ur programm stlenn libr ? pe dieub !?? MP
Stlenn libr zo fentus. Bernez Bernioù 15 Kzu 2006 da 14:45 (UTC)[respont]
'Me (N'em bez) ket kavet amzer da lonkañ ar c'heriaoueg diwar-benn ar "stenn"/"kompoderezh" e Wikipedia. Startañ eus ar bed e tiskouez bezañ. MP 15 Kzu 2006 da 18:44 (UTC)[respont]
  • Ofisielaat ar peurunvan n'eo nemet anavezout ur fed sokioyezhoniel. Graet eo bet gant ar skolioù Diwan pell zo. N'eo ket peogwir eo digor Wikipedia d'an holl ne zle ket mont en-dro gant reolennoù diazezet gant ar muiañ-niver. Kalz a amzer zo bet kollet gant tabutoù dizehan ha feuls e deroù Wikipedia abalamour d'an doare-skrivañ ken eo bet darbet d'ar raktres mont da get hag ez eus bet heuget un toullad tud n'int ket distro. An tabutoù ne oant ket ganet etre daou rummad tud, unan oc'h ober gant ar peurunvan hag unan all oc'h ober gant un doare pe doareoù all. Savet hag atizet e oant bet gant un den hepken (bet krouet meur a gont gantañ) a vire ouzh an holl re all a skrivañ gant ar kritur a vez implijet gant an holl e Breizh war-bouez nebeut-nebeut a dud. Fulup 16 Kzu 2006 da 21:36 (UTC)[respont]

Lakaomp e skarzhomp ar patrom : n'asantan ket d'an diviz bet lakaet war intrudu Benoni diwar-benn ar yezh ofisiel. N'eo ket soutil lakaat war-wel tabutoù kent war al leur a-nevez... ha krouiñ un tantad(ig) c'hoazh. MP

Me eo an hini en deus krouet ar patrom hag pa n'eus ket bet mui a vrezelig em eus paouezet gant e lakaat e-barzh ar pennadoù 'm eus krouet. N'eus ket difenn ma vo implijet doareoù-skrivañ all, met ne vo ket aes silañ anezho en holloueziadur a dle bezañ sklaer ("treuzwelus") e-keñver ar c'hlask :

  • ar penngerioù a dle bezañ skrivet hervez an doare-skrivañ boas (nemet titloù oberennoù/kelaouennoù/... evel "Ar en deulin"). Ar gerioù m'eo savet liammoù dindano a dle bezañ daoubleget gant ar skritur boas.

Forzh penaos, ne c'heller ober evel-se nemet evit un nebeut testennoù.

  • Ar peurunvan gwenedekaet a c'hell bezañ implijet ha lezet evel m'emañ gant m'eo peurunvan-rik an titloù hag al gerioù gant liammoù. D'am soñj, n'eus ket ezhomm votiñ, rak pe vo lammet ez-automatek ar patrom bloaz pe vloaz pe e vo lakaet e peurunvan tamm ha tamm ar pennadoù dre genasant etre ur bloaz ha deg bloaz ac'hann.--Ch. Rogel 16 Kzu 2006 da 23:24 (UTC)[respont]

Perak eo talvoudus kaout ur reizhskrivadur hepken[kemmañ ar vammenn]

Da vare ar grenn-amzer e veze lennet a vouezh uhel. Troet e veze ar skritur e sonioù ha da c'houde e veze komprenet ar yezh kodet gant ar sonioù-se. Hiziv-an-deiz e vez lennet hep tremen dre ar gomz. Komprenet e vez diouzhtu ar yezh skrivet ha dre se e vez lennet kalz buanoc'h. Pa lenner buan, ne vez ket lennet lizherenn-ha-lizherenn na silabenn-ha-silabenn zoken, met anavezet e vez ar gerioù diouzh o stumm : trolinenn ar gerioù (diwar trolinenn al lizherennoù stok-ha-stok er gerioù-se). Pa lenner buanoc'h, ne seller ket ouzh ur ger hepken met ouzh meur a hini war un dro : setu e weler meur a drolinenn kichen-ha-kichen hag e komprener ar stroll gerioù en un taol. Lennadur gouiziek a vez graet eus an doare lenn-se.

N'heller ket lenn e-giz-se pa vez implijet un doare-skrivañ nevez : neuze e ranker dielfennañ pep ger (a-wezhioù e ranker klask gouzout peseurt kod a zo bet implijet), derc'hel soñj eus o ster ha kompren ar frazenn ur wezh echu al labour dielfennañ-se evit kement ger a zo er frazenn. Bez' e c'heller lieskementiñ an amzer lenn dre zaou, dre tri pe muioc'h zoken. Pa vezer o klask titouroù e-barzh un holloueziadur e ranker lenn meur a bajennad alies. A-bouez eo lenn buan ha kompren hep skuizhañ re gant an doare skrivañ (tro a vez da skuizhañ gant an danvez). Setu perak e soñj din e ranker kaout ur reizhskrivadur hepken : ar peurunvan p'eo an hini implijetañ. Ne vo ket difennet ouzh hini ebet da skrivañ evel ma kar (pe evel ma c'hell), met reizhet e vo an doare-skrivañ da c'houde.

Un evezhiadenn war ar pezh a zo bet skrivet war bajenn ar votadeg : un doare-skrivañ eo ar peurunvan, setu n'heller ket "komz" e peurunvan.--Yun (kaozeal) 1 Gen 2007 da 09:10 (UTC)[respont]

An doare-skrivañ implijetañ, lies gwech muioc'h eget ar re all[kemmañ ar vammenn]

Pa weler ez eus bet 8 den a-du ha 7 gant saviadoù disheñvel (gant ma vo ouzhpennet an 2 den ne oant ket evit kemer perzh er votadeg) e komprener diouzhtu eo ur babig bihan bihan kumuniezh ar wikipedia brezhoneg (siwazh deomp !). A-hent-all, n'on ket chalet, na souezhet gant an disoc'h, evel just, pa 'm oa displeget (en Ti-Chopin) daou vloaz zo eo ar peurunvan an doare-skrivañ ledanañ he implij e pep kombod ar brezhoneg skrivet (embannerezh, deskadurezh, gwask, internet h. a.). --Ch. Rogel 7 Gen 2007 da 17:10 (UTC)[respont]

Siwazh eo prennet ar bajenn ha ne c'hellan ket reizhañ an doare-skrivañ. Koulskoude e karjen ober, rak e peurunvan e skriver "a-unvouezh" ha n'eo ket "a unvouez". --Llydawr 7 Gen 2007 da 18:10 (UTC)[respont]

Me n'hallan ket gwelout ar bajenn. Pelec'h emañ? Bianchi-Bihan 8 Gen 2007 da 05:13 (UTC)[respont]

Kendiviz reolata, a lennan. Klasket em eus ar ger em geriadurioù, hep e gavout. Ijinet eo bet amañ, pe implijet eo ber e-maez ar wikipedia dija? Bianchi-Bihan 18 Gen 2007 da 10:13 (UTC)[respont]