Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Kelc'hgeriadur pe Holloueziadur

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Sevel a ran a-du gant an termen holloueziadur. D'am soñj eo bet renket ar gudenn un nebeud bloavezhioù zo dija gant Servij ar Brezhoneg. Bez em eus er gêr ul levr anvet Italic textGeriaoueg al levraouegoùItalic text ma oa bet dibabet an termen holloueziadur e 1998. Sed aze an dud o doa kemeret perzh : Christian Rogel (levraoueg 29), Izabel Araujo, Gweltaz ar Bihan, Emile Bleuzen, Jil Boucherit (levraoueg Skol-veur Roazhon II), Yvon Carluer, Ronan Koadig, Ronan Debel (levraoueg lise Diwan), Alan Dipode, Anna-Vari Gwilherm (TES), Patrice Fourn, Padrig an Habask, Fulup Jakez, Phillipe Lanoë, Alan Martel, Martial Ménard, Alan J. Raude, Jean-Do Robin, Ronan Tremel, Olier ar Mogn hag Iwan Kadored. Evel ma weler e oa aze tud a vicher, tud barrek war ar yezh, bed ar skolioù... Graet eo bet al labour. Ne vo ket adkroget. Labourioù all a zo da gas da benn war ar yezh ha daoust da bep tra ez eo aesoc'h ober gant holloueziadur eget kelc'hgeriadur. N'en deus ket ar brezhoneg da vont da heul ar galleg en-cyclo-pédie... Ret eo dimp kaout doujañs ouzh al labour bet kaset da-benn araozomp.