Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Rummad:Yezhoù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

ha tu vefe da unan bennaket sevel un isrummad familhoù-yezh - ne deuan ket a-benn. trugarez Neal 18 Gwe 2005 à 09:21 (UTC)

Kalz re a pennadoù a zo er rummad-mañ: ret vije krouiñ is-rummadoù: dre kevandir/bro ha dre familhoù yezh. Ha tennañ ar rummad Rummad:Yezhoù ar bed eus an holl pennadoù. Da lavaret eo: pep pennad en do da rummad: broioù e lec'h ma vez komzet dindan ar furm Rummad:Yezhoù Iran, h.a. hag e familh yezh: skouer Rummad:Yezhoù iranek. Ar rummadoù-mañ a gaso o unan da us-rummadoù dre kevandir evel Rummad:Yezhoù Europa, ha dre familhoù-yezh brasoc'h evel Rummad:Yezhoù indezeuropek. Hag ar rummadoù-mañ, a benn ar fin, a gaso d'ar rummad Rummad:Yezhoù ar bed evit sevel ur seurt wezenn rummadoù sklaer. Ur c'hinnig eo kement-mañ nemetken. Benoni 26 Gen 2007 da 16:37 (UTC)[respont]

A-du penn-da-benn evit isrummata seul bishoc'h seul welloc'h. Peurliesañ avat e vefen a-du evit tennañ diouzh ar rummadoù ledanoc'h pennadoù rumataet e rummadoù strishoc'h, da skouer ma vez un skrivagner rummataet en ur rummad "Skrivagnerion vrezhon" (rummataet d'e dro er rummadoù ledanoc'h "Skrivagnerion" ha "Bretoned", lakaomp) ne vefe ket ret lakaat ar memes pennad er rummadoù "Skrivagnerion" ha "Bretoned". Luziet ma soñj un tammig, met gallout a rin displegañ un tammig hiroc'h m'ac'h eo digomprenus penn-da-benn. Ebvit ar yezhoù avat eo talvoudus d'am soñj kaout ur renabl hollek en ur rummad bennaket eus an holl yezhoù gante pennadoù war ar raktres urzhiet hervez urzh al lizherenneg dreist-holl peogwir eo bet implijet a-wechoù stummoù brezhonekaet divoas ha n'hall kt pep hini goût, hep lenn ar pennad, e pe familh emañ renket ar yezh-mañ-r-yezh. A galon, ha kalon vat gant al labour ramzel o tennañ d'ar rummata dre ma faot e gwirionez evit a sell ouzh ar yezhoù rak krog e oan da sevel pennadoù diwar o fenn hep soñjal re e penaos o rummata, met yaouankoc'h e oan d'ar mare-se ha desketoc'h bremañ un tammig....) --Neal (Kaozeal) 26 Gen 2007 da 16:51 (UTC)[respont]