Kaozeadenn Rummad:Skrivagnerien dibar

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Gwelloc'h e vefe teuziñ ar rummadoù Rummad:Skrivagner ha Rummad:Skrivagnerien dibar.
Ma vez komzet diwar o fenn er c'helc'hgeriadir eo ablamour ar skrivagnerien-se zo espar mod pe vod.
Ha luzietoc'h eo an traoù gant meur a rummad kevatal. Renket e vez ar buhezskridoù e meur a lec'h evit kenvroidi a-wezhioù !!
N'eo ket spletus evit lennerien ha na vezont ket Sh. Holmes nag evit an dud o dez skrivet pennadoù ha na vezont ket kavet aes. Ken bihan eo niver ar skrivagnerien bet lakaet e-barzh : dav eo bodañ an holl anezho.

Evel-just eo ret bodañ an daou rummad-mañ. Ar rummad Skrivagnerien dibar a gav e blas en ur reizhiad rummadoù ledanoc'h war tachennoù all. Bodet e vezont en ur rummad a-us anvet Rummad:Tud dibar dre dachenn. N'eo ket bet diskoulmet a-hend-all evit c'hoazh ha graet e vo gant rummadoù en unander (hervez ar boaz gall) pe gant rummadoù el liester (evel e saozneg ha muioc'h diouzh spered ar brezhoneg). --Fulup 25 Gen 2006 da 13:58 (UTC)[respont]