Kaozeadenn Rummad:Sinema

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Un tamm urzh a vije da lakaat: sevenerien, realizatourien, filmaozerien ( a gavan gwell). Hag er rummadoù gant an holl anvioù-se, hep kontañ "sinema". mar deo sinema ur rumm e tlefe bezañ ennañ ar rummoù -mañ

  • filmaozerien (e-barzh e c'hallfed ober rummoù all da ziforc'hañ hervez ar broioù)
  • filmoù (idem)
  • filmaozerezh (gerioù teknikel, ha me oar)

Shelley Konk 12 Her 2006 da 13:41 (UTC)[respont]

Emaon o klask d'urzhiañ an traoù abaoe dec'h. Arko 25 Gouere 2007 da 8:17 UTC

Poent eo deomp bremañ dibab etre ar gerioù Filmaozañ/Filmaozerien ha Seveniñ/Sevenerien. Implijet eo bet sevenerien kentoc'h evit poent, met tu zo c'hoazh cheñch an traoù. N'on ket barrek a-walc'h evit lavaret pehini eo ar gwellañ, eta e laoskan ac'hanoc'h-c'hwi dibab. War-lec'h e vo mat din kempenn ar rummadoù hag isrummadoù... Amzer am eus ar mare-mañ. Arko , 9 Eost 2007 da 10:04 UTC

Din da c'hoût, ez eo filmaozañ/filmaozerien a vez implijet ar muiañ, hag a bell, e brezhoneg. Gwelloc'h dibab ar furm-se eta. Benoni (Kaozeadenn) 9 Eos 2007 da 11:10 (UTC)[respont]