Kaozeadenn Rummad:Riez Europa
Neuz
An anv Riez Europa a gavan souezhus. Evel m'emañ, e talvez pe la nation européenne (ma roer ar ster nation d'ar ger riez) pe la souveraineté européenne (troidigezh geriadur Favereau). Mont a ra, ouzhpenn-se, a-enep an dibab d'ober gant al liester evit an anvioù rummadoù. Hag ur Rummad:Stadoù Europa zo ivez (evel ma'z eus rummadoù Rummad:Stadoù Amerika, Rummad:Stadoù Azia...). N'eus ket ezhomm eus daou anv evit ar memes tra. Ha gwelloc'h mirout an anv a vo komprenet... --Llydawr 27 Ebr 2007 da 16:20 (UTC)
- N'eus forzh penaos, hervez ar votadeg bet kaset da-benn e rankfe bezañ lakaet e liest. Gortoz a rin pelloc'h a-raok hen ober evit goût hag-eñ e rankfe bezañ adanvet ivez "Stadoù Europa" kentoc0'h evit "Riezoù Europa". --Neal (Kaozeal) 27 Ebr 2007 da 16:46 (UTC)
- Demat. Bez 'zo dija ar Rummad:Stadoù Europa. Dre m'eo liammet d'ar batrom stadoù Europa, e vez kavet ar rummad-se dija war holl pajennoù stadoù Europa. Ar Rummad:Riez Europa a zo da vezañ diverket eta.Benoni 27 Ebr 2007 da 17:17 (UTC)
- A-du evel-just.Neal (Kaozeal) 27 Ebr 2007 da 17:26 (UTC)