Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Rummad:Kreiz Breizh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

D'am soñj eo ur rummad didalvoud: ne glot gant netra istorel, netra ofisiel. Ha petra a vefe da lakaat e-barzh? Kumunioù? Bianchi-Bihan 24 Ebr 2011 da 07:56 (UTC)[respont]

Kumunioù, tud, mediaoù marteze. --Teñsor Jambou 24 Ebr 2011 da 08:07 (UTC)[respont]
Karaez dreist-holl, kreiz ar bed hag ar sevenadur. Kadbzh 24 Ebr 2011 da 09:41 (UTC)[respont]
Meizad deuet eus ar c'hiz hag implijet kenañ. Ur pennad 'zo (hag a zo da vezañ hiraet) amañ.--Trec'hlid mitonet 24 Ebr 2011 da 13:13 (UTC)[respont]
Ar c'humunioù zo e kantonioù, ofisiel. An dud zo ganet en ur gumun, hag a zo en ur c'hanton. Ar media(où) zo en ur gumun bennak. Un diforc'h zo etre Kreiz Breizh ha Centre Bretagne? Loudéac, Merdrignac zo Centre Bretagne. Kement-se a vije da sklaeraat a-raok lakaat ur rummad un tamm diresis.
Bezañ diouzh ar c'hiz zo talvoudus da sevel ur pennad, met bezañ resis zo gwelloc'h evit ober ur rummad. Bulad zo Kerne, setu un dra istorel ha sklaer. Kerne zo war-dro 1400 vloaz. Un tamm kozh evit bezañ diouzh ar c'hiz marteze.
Meizadoù all diouzh ar c'hiz: Gallèsie, ganet war-dro ar memes mare, amofisieloc'h c'hoazh .
Diwar-se e soñjan e vije mat kregiñ da welout peseurt kantonioù zo e Kreiz Breizh.