Kaozeadenn Rummad:Kembreiz brudet e Breizh
Perak ne vije ket ur rummad Saozon brudet e Breizh? Fentus e vije: ar re brudet hervezon ne vijent ket hervez an holl. An dud brudet alies a ra un dra bennak: rummadoù kanerien zo, barzhed ivez. Ha graet e vo ur rummad "tavarnourien"? Ur rummad Senegaliz o c'hoari mell-droad e Breizh a vefe kalz siriusoc'h: diazezet war ar fedoù. Bianchi-Bihan 7 Her 2009 da 11:35 (UTC)
- Me gav n'eo ket re a dalvoudegezh ar rummad-mañ, evit abegoù bet displeget gant Bianchi-Bihan. --Y-M D 7 Her 2009 da 16:13 (UTC)
- A-du penn-da-benn gant B-B ivez. Neal (Kaozeal) 7 Her 2009 da 18:20 (UTC)
- Me ivez. Ex-Smith 7 Her 2009 da 18:34 (UTC)
- Ret e vefe d'an den en deus savet ar rummad-mañ displegañ petra eo e dalvoudegezh. Evidon ne welan ket e vije gwall dalvoudus. --Llydawr 7 Her 2009 da 18:36 (UTC)
- D'am soñj eo graet gant an hini en doa bet c'hoant da grouiñ ur rummad gant Gallaoued a orin breizhat, pe un dra bennak heñvel, evit lakaat Alan Stivell e-barzh. Kinnig a ran ma vije diverket ar rummad, krouet evit lakaat Byn Walters e-barzh: ur rummad tavarnourien a vo? Bianchi-Bihan 8 Her 2009 da 03:41 (UTC)
- Ya, Ganin (Fulub Cayenne) eo bet krouet, kaout a rae din e oa dedennus sevel ur seurt rummad gouestlet d'ar 'Gelted' all a gar Breizh hag d'ar re o deus desket brezhoneg. Gwir eo ne gavan ket gwall zedennus lakaat ur pennad db Byn Walter, hag a-unan on ganeoc'h en ur mod : mat e vefe diverkañ ar pennad zo diwer e benn. Met e mod ebet ez eus bet fellet din krouiñ ar rummad-mañ a-benn lakaat anv Byn Walter ennañ, n'anavezan ket anezhañ zokenoc'h! Un dagadenn diezhomm ha dizonest ouzhpenn eus perzh an Ao. Bianci hag a blij dezhañ dont da c'hoari e chigarder, Na skuizhus :-(
- A Galon, Fulub.
- Da gentañ-holl, ne welan tamm tagadenn ebet. Da eil, ne welan tamm poell ebet gant seurt rummadoù. Brudet gant piv 'ta? Ha c'hoazh rummadoù all evit renkañ Saozon anavezet mat e Bro-Dreger pe Italianiz bet o chom gwezhall en Il-ha-Gwilen? Un holloueziadur eo ar wikipedia ha n'eo ket ul lec'h evit renkañ a-bep seurt mesk-divesk. Neal (Kaozeal) 8 Her 2009 da 18:55 (UTC)
- "krouet evit lakaat Byn Walters e-barzh" eme an Ao. Bianci. Tamallet on e gaou, se zo kaoz m boa komzet eus un dagadenn dizonest. Mat eo, mat eo! mar ne gav ket deoc'h ez eo dedennus kaout ur rummad db ar Gelted all o deus diskouezet e mod pe vod e oant dedennet gant Breizh, diverkit-eñ laouen. Me a gave se dedennus koulskoude, ne stourmin ket avat. Fulub.
- Da gentañ-holl, ne welan tamm tagadenn ebet. Da eil, ne welan tamm poell ebet gant seurt rummadoù. Brudet gant piv 'ta? Ha c'hoazh rummadoù all evit renkañ Saozon anavezet mat e Bro-Dreger pe Italianiz bet o chom gwezhall en Il-ha-Gwilen? Un holloueziadur eo ar wikipedia ha n'eo ket ul lec'h evit renkañ a-bep seurt mesk-divesk. Neal (Kaozeal) 8 Her 2009 da 18:55 (UTC)
- D'am soñj eo graet gant an hini en doa bet c'hoant da grouiñ ur rummad gant Gallaoued a orin breizhat, pe un dra bennak heñvel, evit lakaat Alan Stivell e-barzh. Kinnig a ran ma vije diverket ar rummad, krouet evit lakaat Byn Walters e-barzh: ur rummad tavarnourien a vo? Bianchi-Bihan 8 Her 2009 da 03:41 (UTC)
- Ret e vefe d'an den en deus savet ar rummad-mañ displegañ petra eo e dalvoudegezh. Evidon ne welan ket e vije gwall dalvoudus. --Llydawr 7 Her 2009 da 18:36 (UTC)
- Me ivez. Ex-Smith 7 Her 2009 da 18:34 (UTC)
- A-du penn-da-benn gant B-B ivez. Neal (Kaozeal) 7 Her 2009 da 18:20 (UTC)
Onestiz, plusk hag all
[kemmañ ar vammenn]Gwall gizidik eo kroc'hen Fulup. Klask a rin displegañ dezhañ ez eus tud ha ne soñjont ket eveltañ.
Da gentañ e klaskomp lakaat deskadurezh amañ, evel ma vez graet e pe wikipedia, hag evel gant un Islandadez pe ur Breizhad n'eus ket pell, ne gavomp ket eo trawalc'h bezañ o chom e Breizh (pe en Gwiana), bezañ rener ur gevredigezh, pe bezañ dilennet, evit kaout ur pennad en e anv. Na tavarnourien Breizh na tavarnourien La Crique ne gaver o anv er wikipediaoù all.
Da eil e vije mat diwall da skrivañ mat anvioù an dud. Byn Walters, gant "s", ha Bianchi, gant "h". Ma krog pep hini da c'hoari distummañ anvioù ar re all e vo brav al labour. Neuze e c'houlennan digantañ reizhañ ma anv en e skrid er bajenn-mañ.
Da ziwezhañ e lavarin n'eus tagadenn ebet e-barzh un evezhiadenn ken eeun: krouet gantañ ur rummad nevez ... ha goude? Evit lakaat e-barzh daou bennad (Twm Morys, Meic Stevens) a oa en o rummadoù dija ha n'o doa ket ezhomm da vezañ en unan all, hag unan nevez krouet gantañ (Byn Walters) a vije bet dirummad panevet da grouidigezh ar rummad nevez-se just a-walc'h. Ha kement-se, emezañ zo un dagadenn dizonest.
Ha derc'hel da skrivañ Bianci e-lec'h Bianchi, petra eo se? Bianchi-Bihan 9 Her 2009 da 08:05 (UTC)